Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Maria Antonia zo ivez.
Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898).

Maria Antonia an Div Sikilia, pe Maria Antonia Anna di Borbone-Due Sicilie (Palermo 1814 – Gmunden 1898) a oa ur briñsez eus Rouantelezh an Div Sikilia hag a zeuas da vout Dugez-veur Toskana pa zimezas da Leopoldo II Toskana.

Anavezet eo ivez evel Maria Antonietta delle Due Sicilie pe Maria Antonietta di Toscana.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Francesco Iañ an Div Sikilia ha da María Isabel Spagn. Maria Antonia e voe anvet en enor da Marie-Antoinette Bro-C'hall, c'hoar d'he mamm-gozh Maria Karolina Aostria. Mervel a reas he zad pa ne oa nemet unnek vloaz, ha glac'har he devoe. Ne gare ket he mamm abalamour d'he buhez diroll. Tomm avat e oa he c'halon ouzh he breur, Ferdinando II, hag he c'hoar-gaer devot, Marie-Christine de Savoie.


Diwezh an dugelezh-veur[kemmañ]

Goude e voe unvanet Italia ha ne voe na dug-meur na dugez-veur ebet ken e Toskana