Maria Annunziata von Österreich

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maria Annunziata

Maria Annunziata Aostria, pe Maria Annunziata von Österreich, pe Maria Annunziata Adelheid Theresia Michaela Karoline Luise Pia Ignatia (* 1876 en Reichenau; † 1961 en Vaduz) a oa ur briñsez aostrian aet da leanez.

Merc'h e oa da Karl Ludwig von Österreich, arc'hdug Aostria, ha d'e bried Maria Teresa Portugal (pe Maria Teresa de Bragança). Nizez e oa d'an impalaer Franz Joseph Iañ.

E 1902 e voe kaoz ur pennadig a zimeziñ anezhi d'ar priñs Siegfried von Bayern, mab d'an dug Masimilian Emanuel von Bayern, ur breur yaouankoc'h d'an impalaerez Sissi. N'eas ket pelloc'h an afer abalamour ma seblante spered ar priñs yaouank bezañ distabil.


Lennadurezh[kemmañ]

  • (de) Norbert Nemec, Erzherzogin Maria Annunziata (1876-1961). Die unbekannte Nichte des Kaisers Franz Joseph I, Böhlau, 2010 (ISBN 3205784561)