Maria Anna Josepha Aostria

Eus Wikipedia
An arc'hdugez Maria Anna Josepha von Österreich, e 1678, Stadtmuseum Landeshauptstadt Düsseldorf.
He fried Johann Wilhelm von der Pfalz, gant Jan Van Delen, 1703.
He mamm, Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers (1628-1686)
He zad Ferdinand III (1608-1657), Impalaer santel

Maria Anna Josepha Aostria (20 a viz Kerzu 1654 e Regensburg - 4 a viz Ebrel 1689 e Vienna) a oa arc'hdugez Aostria, priñsez roueel Hungaria ha Bohemia. Dre he dimeziñ e oa Dilennerez Pfalz-Neuburg.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ferdinand III an Impalaeriezh Santel (1608-1657) ha d'e drede pried, Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers (1628-1686), hag o merc'h yaouankañ. O merc'h henañ, a oa marvet pa oa war-dro bloaz, hag an eil, Eleonora Aostria (1653-1697), a voe rouanez Pologn. War-lerc'h Maria Anna Josepha e voe ur mab, Ferdinand Joseph Alois (1657-1658), ganet er bloavezh ma varvas e dad, ha marvet er bloaz goude, pa ne oa ket bloaz zoken.

Priedoù all he zad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Maria Anna Josepha e 1678, pa oa 24 bloaz, da Johann Wilhelm von der Pfalz, Priñs-Dilenner Pfalz. Daou vab he doe, ganet-marv, an eil en 1683, egile en 1686.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas en 1689, gant ar glac'har d'he bugale a lavar darn, gant an droug-skevent a lavar re all, da 35 bloaz.