Maria Adelheid Theresia Hilda Antonia Wilhelmina Luksembourg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maria Adelheid Theresia Hilda Antonia Wilhelmina vu Lëtzebuerg

Maria Adelheid Theresia Hilda Antonia Wilhelmina vu Lëtzebuerg , pe Marie Adélaïde Thérèse Hilda Antonie Wilhelmine e galleg (1894 – 1924), a oa dugez-veur Luksembourg adalek 1912 betek 1919. Goude 7 bloavezh ren e rankas dilezel ar gurunenn, ken fall e veze erru gant he fobl, hag he c'hoar Charlotte an hini a voe dugez-veur en he lec'h neuze.

Merc'h e oa d'an dug-meur Gwilherm IV Luksembourg, ha d'e bried Maria Ana de Bragança. Merc'h-vihan e oa da Miguel Iañ Portugal, roue Portugal, ha d'e bried Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg.