Margarete von Sachsen (1840-1858)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Margarete von Sachsen zo ivez.
Margarete von Sachsen, maenengravadur gant Josef Kriehuber

Margarete Karoline von Sachsen, pe Marc'harid Saks, ganet d'ar 24 a viz Mae 1840 en Dresden, Sachsen, ha marvet d'ar 15 a viz Gwengolo 1858, da 18 vloaz, en Monza, en Italia), a oa arc'hdugez Aostria dre zimeziñ.

He zud[kemmañ]

Margarete von Sachsen

Merc'h e oa d'an dug Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), breur d'ar roue Frédéric-Auguste II de Saxe, ha da Amalie Auguste Bavaria. Nav bugel o doa ha margeret e oa an eizhvet anezho. Kalz anezho a varvas yaouankik.


Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas da 16 vloaz d'he c'henderv Karl Ludwig von Österreich, breur da Franz Joseph Iañ.

He marv[kemmañ]

Daou vloaz goude hec'h eured e tapas an tifoid en Italia ha mervel a reas e Monza. 18 vloaz e oa ha divugel.

Div wech c'hoazh ec'h addimezas he fried.