Margaret of Huntingdon (Dukez Breizh)

Eus Wikipedia

Margaret of Huntingdon, anavezet e Breizh evel Marc'harid Bro-Skos (1145–1201), a oa ur briñsez skosat-saoz hag a zeuas da vout Dukez Breizh.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Herri Bro-Skos (Eanric mac Dabíd) (1114 – 1152), ha da Ada de Warenne. He zad a oa hêr da gurunenn Bro-Skos, ha 3de Kont Northumbria, ha 3de kont Huntingdon ha Northampton.

Teir c'hoar he doa Marc'harid, he c'hoar henañ Ada, ha div all yaouankoc'h egeti, Marjorie ha Matilda. Daou eus he breudeur a voe rouaned Bro-Skos, Malcolm ha William, hag ar breur all, David, Kont Huntingdon, a zimezas da Maud of Chester. He zud-kozh a-berzh tad e oa David Iañ Bro-Skos ha Maud, Kontez Huntingdon, hag he zud-kozh a-berzh mamm e oa William de Warenne, 2vet Kont Surrey hag Elizabeth of Vermandois.

E 1152 e varvas he zad, ha hi 7 vloaz.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir gwech e timezas Marc'harid:

  • da gentañ e 1160, da Konan IV (war-dro 1138 - 1171), Dug Breizh ha Kont Richmond, 24 bloaz koshoc'h egeti; dugez Breizh ha kontez Richmond e oa Marc'harid neuze;
    • ur verc'h o doe, Konstanza (1161 – 1201), dugez Breizh; dimeziñ a reas teir gwech;

Mervel a reas Konan e miz C'hwevrer 1171, ha 26 vloaz e oa Marc'harid. A-raok Pask er bloavezh-se ec'h addimezas.

  • da Humphrey de Bohun (c. 1155–1181/2), Konestabl Bro-Saoz.
    • ur mab o doe, Henry de Bohun (1176 – 1220);
    • ur werc'h o doe, Matilda de Bohun[1].

Mervel a reas Humphrey e 1181, hag addimeziñ a reasda Sir William fitz Patrick de Hertburn, a oa perc'henn da zouar Washington e Durham in 1183. Ur mab o doe:


He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e 1201, beziet e voe en abati Sawtrey en Huntingdonshire.

  1. The Great roll of the pipe for the thirty-first year of the reign of King Henry the Second, A.D. 1184-1185, p 206