Marcus Valerius Messalla Rufus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Marcus Valerius Messalla Rufus a oa ur Roman a renk uhel, mab da Marcus Valerius Messalla Niger ha tad da Marcus Valerius Messalla Corvinus, a voe konsul en 53 kent JK.
Unan eus skoazelloù Julius Caesar e oa.

Goude e gonsulvezh ez eas bihanoc'h e levezon abalamour da zilennadegoù ragaozet. Diw wech e voe tamallet. En dro gentañ e voe diskleriet digablus, petra bennak ma oa anat e oa kablus, abalamour d'an helavar ma voe e eontr Quintus Hortensius Hortalus ; en eil tro avat e voe kondaonet .

E-pad ar brezelioù diabarzh e voe ofiser e tu Julius Caesar ha gant-se e voe aezetaet dezhañ adkavout e enor. Dianav eo e vuhez goude, met hir e voe.

Bez e oa bet e-touez ar re yaouankañ dilennet e-barzh an aogured, hag e-pad 55 vloaz e voe gant ar garg a veleg-se. Pa en em dennas e savas istor e diegezh kozh evit lakaat diskred war an doare ma kinnige lod o hendadoù ha mirout ouzh Valerii all da embann hendadoù gaou.

[kemmañ] Oberenn

Kollet eo e oberenn, met anavout a reer tammoù anezhi gant ar menegoù niverus graet gant Plinius Kozh en e Istor naturel ma ra ar «  Messala gozh » anezhañ [1].

[kemmañ] Notennoù

  1. Istor naturel, 34, 137

[kemmañ] Lennadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all