Marcel Aubour

Eus Wikipedia

Marcel Aubour, bet ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1940 e Saint-Tropez (Var), a zo bet ur melldroader etrebroadel gall.

A-hed e vicher (1960-1977) en devoa c'hoariet evit pevar c'hleub : an Olympique lyonnais (1960-1966), an OGC Nice (1966-1969), ar Stade Rennais UC[1] (1969-1972) hag ar Stade de Reims (1972-1977).

Diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn, mont a reas ar maout gantañ da-geñver gourfennoù Kib vell-droad Bro-C'hall

Chomet eo brudet-mat Marcel Aubour e-touez Breizhiz abalamour d'un darvoudig hag a c'hoarvezas e-kerzh ar gourfenn bet dalc'het e Stad Colombes d'ar Sul 20 a viz Mezheven 1971 : taolet e oa bet un nebeud pennoù artichaod gant suporterien deuet eus Henvig (Penn-ar-Bed). Goude bezañ ruilhet war an dachenn betek ennañ, an diwaller roazhonat en devoa o stlapet er-maez evel pa vije bet o c'hoari petank. Antronoz e kaved luc'hskeudennoù eus ar farsadenn-mañ war bajenn gentañ ur bern kazetennoù, e Bro-C'hall a-bezh.

Ugent gwech e tougas krez Skipailh Bro-C'hall etre 1964 ha 1968, o kemer perzh e Kib vell-droad ar bed 1966 e Bro-Saoz.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kemmet e oa bet anv rann vell-droad ar Stade Rennais Universitaire Club e Stade Rennais Football Club adalek an 23 a viz Mae 1972.