Marc'heg (Henroma)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur marc'heg en Henroma, anvet eques e latin (equites el liester), a oa un den eus urzh ar varc'heien roman (ordo equester e latin) a oa an hini izelañ eus div sklisennad an noblañs roman, just a-is ar Batrikianed (patricii), ur c'hasta dre hêrezh a zalc'he ar galloud politikel evitañ e-pad oadvezh ar rouanez (betek 501 kent J.-K.)]] ha deroù Republik Roma (betek 338 kent J.-K.). Eques hag equites a dalvez "marc'heger" pe "marc'hegerezh" (eus equus = "loen-kezeg") e latin, met er c'henarroud politikel e talvez kement ha "marc'heg" da lâret eo ezel ur strollad noblañsed.

Eus ar marc'hegerezh d'ar renk sokial[kemmañ]

Da vare ar rouantelezh roman hag e-doug ar c'hentañ kantved eus ar republik roman e veze tutaet marc'hegerezh al lejionoù e-touez ar Batrikianed a oa sañset pourchas 6 centuria marc'hegerezh (300 marc'heger evit pep lejion koñsulel). D'ur mare bennak dindan ar rouanez e oa roet d'ar batrikianed a servije er marc'hegerezh ar gwir da gaout ul loen-kezeg diwar-goust ar Stad (equus publicus). Betek 400 kent J.-K. eta e oa heñvelster equites gant patricii (patrikianed). War-dro 400 kent J.-K. avat, e oa savet 12 centuria marc'hegerezh ouzhpenn. Abalamour ma ne oa ket niverus a-walc'h ar batrikianed da bourchas marc'hegerien a-walc'h, moarvat, e oa tutaet tud eus ar werin (plebs) ivez, most likely on the basis of a wealth requirement whose level is uncertain. Ar gwir o doa da gaout un equus publicus ivez. Adal neuze ne oa ket miret ken ar fed da vezañ an equites d'ar patrikianed hepken, daoust ma oant chomet ur vegennad tud gant brientoù ispisial ha, hep mar, o centuria dezhe o-unan (ar 6 centuria rouel orin).

War-dro 300 kent J.-K. e oa rediet Roma da zoublañ e c'halvadeg vloaziek boaz eus 2 da 4 lejion abalamour d'ar brezelioù samnitek, ha da zougementiñ ar marc'hegerezh a oa kreñv eus 1200 loen-kezeg. D'ar mare-se eo moarvat e krogas marc'hegerezh al lejionoù da duta keodediz pinvidik er-maez an 18 centuria, rak ne oa ket niverus a-walc'h ar re-se da bourchas soudarded a-walc'h. Koulskoude ne oa ket degemeret ar geodediz-se (eus kentañ klas aozadur ar centuriae) e-barzh 18 centuria marc'heien an equus publicus ha ne resevjont ket ar memes brientoù kennebeut. D'ar mare-se eta ne oa ket heñvelstêr, equites (marc'heg) penn-da-bennn gant equites (marc'hegerezh). A-benn ar fin, da vare an eil brezel a-enep Kartada (218-202 kent J.-K.), e oa holl izili ar c'hentañ renkad da servijout da varc'hegerien. Digreskiñ a reas niver ar varc'heien er marc'hegerezh roman ivez er prantad etre 200 ha 88 kent J.-K.. Ar varc'heien hepken a c'halle bezañ ofiserien uhel en arme roman hag evel ma kreske dibaouez niver al lejionoù e chome nebeutoc'h da servijout er marc'hegerezh. Goude 88 kent J.-K. ne veze ket galvet ar varc'heien ken e marc'hegerezh el lejionoù, daoust ma oant atav e riskl da servijout er marc'hegerezh betek 284. Derc'hel a rejont da bourchas ofiserien uhel en arme a-hed ar briñsadelezh.

war-bouez of the purely hereditary patricians, Ar varc'heien a oa termenet en deroù dre o finvidigezh. Daoust ma tremene ar renk a rummad da rummad ur wezh gounezet, izili an urzh na oant ket pinvidik a-walc'h da vare ar census pempbloaziek a veze tennet diwar roll an urzh gant ar censored roman. E diwezh ar Republik e rankent kaout 50 000 diner perc'henniezh ha doublet e oa ar census-se da 100 000 diner gant an impalaer Augustus (30 kent J.-K.- 14 goude J.-K.) - talvoudegezh gopr bloaziek 450 lejioner eus ar mare well-wazh.

Marc'heien ha senedourien[kemmañ]

Da vare diwezh ar republik roman e teuas ar senedourien roman hag o bugale da vezañ ur vegenn diofisiel e-barzh urzh ar varc'heien. Bevennet strizh e voe gwir ar senedourien da genwerzhañ gant al lezenn neuze. Ar pep brasañ eus an armerzh en tu all d'al labour-douar a oa etre daouarn ar varc'heien na oant ket senedourien. ouzhpenn bezañ perc'henn war douaroù bras e teuont eta da ren tachenn ar mengleuzioù, al listri-kenwerzh hag al labouradegoù. Ar c'hompagnuniezhioù a zastume an tailhoù peurgetket, ar Bublikaned (publicani) a oa hogos holl perc'hennet gant ar varc'heien-se.

Dindan Augustus e oa roet ur statud ofisiel da urzh ar senedourien (an ordo senatorius) gant ul live pinvidezh uheloc'h (250 000 diner, pe gopr 1100 lejioner) hag ur renk ha brientoù brasoc'h evit re ar varc'heien all. Urzh ar senedourien avat ne zeuas ket avat da vezañ distag penn-da-benn diouzh urzh ar varc'heien. Chomet eo kentoc'h un isstrollad eus egile.

E-pad ar priñsadelezh e servije ar varc'heien e postoù uhelañ ar velestradurezh hag an arme e gouarnamant an impalaeriezh. Ur c'hemm sklaer a oa etre ar postoù miret evit urzh ar senedourien (ar re uhelañ) hag ar re miret evit ar varc'heien na oant ket izili eus urzh ar varc'heien. Framm an esped en daou strollad a oa damheñvel avat : ur prantad er postoù melestradurel izel e Roma pe en Italia, heuliet gant un all (war-dro dek vloaz) en arme evel ofiser uhel, hag ur prantad all gant postoù uhel en arme pe er melestradur, er proviñsoù. Ar senedourien hag ar varc'heien a oa ur vegennad vihan, gant war-dro 10 000 ezel a zalc'he evite ar galloud politikel, hag ar galloud en arme ha en ekonomiezh en un impalaeriezh 60 milion a annezidi.

Diskar galloud ar varc'heien[kemmañ]

E-pad an III kantved goude J.-K. e tremenas ar galloud eus ar vrientinelezh italian d'ur renkad marc'heien en doa gounezet o flas abalamour d'o servij en arme, hag o doa pignet eus ar renkoù izelañ alies. Ofiserien a-vicher eus ar proviñsoù (re ar Balkanioù dreist-holl) a gemeras plas ar vrientinien italian e penn an arme, ha dindan Diocletianus (284-305) e penn ar velestradurezh sivil. Evel-se e teuas ar vrientinelezh italian da vezañ ur strollad perc'hennien douaroù arouarek met pinvidik-kenañ. E-pad ar IV kantved e oa izelaet-kenañ ar statud marc'heg a oa bet roet d'un niver re vras a dud. D'ar memes mare e oa kresket niver ar senedourien betek ouzhpenn 4000 pa oa savet un eil sened e Kergustentin ha pa oa tric'hementet niver ar senedourien e pep hini anezhe. Er IV kantved eta e oa kevatal urzh ar varc'heien da urzh ar varc'heien dindan Augustus.