Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marc'harid Valois (war-dro 1573)
poltredet gant François Clouet
Margodig (war-dro 1560).


Marc'harid Valois (1553-1615), Marguerite de Valois hervez hec'h anv gallek, lesanvet Margot, pe «la reine Margot» (ar rouanez Margod), a oa merc'h da Herri II , c'hoar da Herri III , pried da Herri IV .


He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa d'ar roue gall Herri II ha d'e wreg Caterina de' Medici. Rouanez Navarra ha Bro-C'hall e voe dre zimeziñ.


En 1572 e timezas da Herri III, roue Navarra, hag a oa protestant. Brezeliñ a reas he fried ouzh ar gatoliked, pell diouzh e wreg. Mont a rae-hi da baotreta e-keit ma veze-eñ o verc'heta. Evit klask he sioulaat e voe kaset da chom en ur c'hreñvlec'h pell diouzh ar gêrbenn, e kastell Usson.


Pa voe graet ar peoc'h e teuas Herri Navarra da vout Herri IV, roue Bro-C'hall. Klask dizimeziñ a reas ar roue dre ma n'en doa ket bet bugel ebet. Pa voe aotreet Herri gant ar pab da derriñ an dimeziñ e c'hallas addimeziñ d'ur briñsez italian Maria de' Medici e 1600. E 1605 e reas Marc'harid he distro d'al lez ha ne guitaas ket ken, na war-lerc'h muntr ar roue e 1610.

Lennegezh[kemmañ]