Marc'h Przewalski

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marc'h Przewalski
Przewalski's Horse at The Wilds.jpg
Status iucn3.1 EW.svg
Aet da get  en natur (EW)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus ferus Przewalski
Poliakov, 1881
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Marc'h Przewalski (spesad Equus przewalskii pe isspesad Equus ferus przewalskii pe Equus caballus przewalskii), pe Marc'h Prjevalski, a zo ur spesad pe un isspesad tost-kenañ d'ar marc'h (Equus caballus).

Istor[kemmañ]

Marc'h Przewalski a vefe unan eus diaraogerien ar marc'h doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn da zoñvaat anezhañ biskoazh.

Dizoloet e oa e 1879, gant ar c'horonal N. M. Przewalski. An ergerzhour eus Rusia a gavas anezhañ e Dzoungaria, er menezioù war lez Gouelec'h Gobi. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar vongoled abalamour da gaout kig.

Roet e oa e anv skiantel e 1881, gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi loenoniezh Akademiezh skiantoù Sant-Petersbourg.

Goude an dizoloadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa spurmantet e Mongolia e 1969. Adalek ar mare-se e oa sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.

Miret e oa ar spesad bev er zooioù. Diskenn a rafe holl al loened a-vremañ eus ur strollad 9[1] pe 12[2] gouenner (e-touez an 31 loen tapet bev e diwezh an Eil Brezel Bed), a ziskenne o-unan eus an 13 gouenner tapet e 1900[3]. Gwirheñvel eo e oa un hiron marc'h doñv en o zouez[4].

War-dro 1977, ne oa ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed[5]. Savet e oa neuze raktresoù da eskemm gouennnerien ha da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù an XXIvet kantved e konter war-dro 1800 loen[6]..

Distro kezeg Przewalski en Natur[kemmañ]

Savet e oa raktresoù da gas ar spesad e Mongolia en-dro ha d'e lezel da vevañ en natur. E 2010 e oa kaset teir oberatadenn gant ar pal-se e Mongolia.

An « Ensavadur evit mirout ha gwareziñ kezeg Przewalski », a oa krouet en Izelvroioù e 1977, a zegasas ar c'hezeg kentañ e Mongolia, e 1992, e Park broadel Hustai. Lezet e oa 84 loen da vont en natur betek 2004[7]. Al loened degaset da Vongolia zo bet kustumet ouzh an hin da gentañ e-pad pell e klozioù bras, a-raok bezañ lezet da vont da vat[8]. E 2008 e oa 192 loen-kezeg e 24 harem[9].

Lezet e oa ivez Kezeg da vont en natur e Takhin Tal (Gobi B) gant Strollad etrebroadel Takhi (ITG). « Etre 1992 ha 2004, 90 ganet er zooioù a oa kaset e Mongolia. [...] Tri marc'h-servij all a oa kaset eus Park broadel Hustai betek Takhin Tal e 2007. E 2008 e oa 111 loen-kezeg e frankiz e nav strollad disheñvel er boblañs-se[10].

Bagad ar C'hausse Méjean e Bro-Chall.

Ar gevredigezh c'hall Takh[11] he deus aozet un trede esae goude he c'hrouidigezh e 1990. Loened hag a zeue eus zooioù disheñvel a oa lakaet en hanter frankiz e Lozère, er C'hausse Méjean, war ur bladenn gouestlet da zesevel deñved, da sevel ur bagad loened zo anezhañ c'hoazh. Goude 10 vloaz o prientiñ an distro d'ar vuhez ouez e oa kaset 22 ouenner gant berzh e 2004 hag e 2005 e Khomiin Tal, e-kichen Park broadel Khar Us Nuur.

Da-heul ar raktresoù-se e oa e diwezh 2007 war-dro 330 loen-kezeg e frankiz e Mongolia : 200 e Park broadel Hustai, 110 e gouelec'h Gobi, hag ouzhpenn 20 e Khomiin Tal (Mongolia ar c'hornôg[12]).


Deskrivadenn[kemmañ]

Neuz kezeg Przewalski a ziskouez perzhioù « kentidik » : ur penn bras o deus, daoulagad lec'hiet uhel ha n'eo ket war kostezioù ar penn e-giz ar c'hezeg all, diskouarn hir, araoget tev int, ur c'horf bras o deus gant ur roudenn mul teñval ha roudennoù all war an izili.
1,20 metr int ha dezhe ur vlevenn rouan atav ha penn an izili teñval, penn ar fri zo sklaer gant reun teñval. Ar moue a gresk sonn hag a vuz bep bloaz, n'eus kuchad ebet. N'haller ket reoliñ kezeg Przewalski, n'haller ket embreger anezhañ na mont warnañ. Bevañ a ra diwar ur boued dister-kenañ ha gallout a ra gouzañv an tommder hag ar yenijenn ar brasañ. Tennañ a ra da gezeg Riwoché dizoloet e 1995 gant an ergerzhour ha skrivagner Michel Peissel e rannvro ar C'ham en Tibet.

Ar genoù[kemmañ]

Disheñvel a-walc'h eo kezeg Przewalski diouzh ar c'hezeg doñv rak 66 kromozom en deus ha n'eo ket 64. An enklaskoù diwar-benn DNA ar mitokondri o deus diskouezet ne oa ket kezeg Przewalski hendadoù ar c'hezeg doñv a-vremañ (Vila et al 2001)[13] ». Koulskoude, ar studiadennoù diwar-benn ar c'hemmoù etre glad genetek kezeg Przewalski hag hini ar c'hezeg doñv o deus diskouezet nebeut a gemm etrezo.

N'eus ken peder allelenn dezhe pevar loci merkerioù serom disheñvel a oa anavezet evel merkerioù dibar da gezeg Przewalski (Bowling ha Ryder, 1987). Ar pep brasañ eus adstummoù protein ar gwad a gaved e gwad an daou spesad kezeg, ha memes al lodenn eus an DNA anavezet evit ar bronneged da ziorroen ar buanañ (lodenn an DNA mitokondriek kontrollerezh), ne ziskouez ket kalz a gemmoù a-bouez etre an daou spesad (Ishida et al. 1995, Oakenfull ha Ryder, 1998). Sklaer eo eta ez eo liammet kezeg Przewalski hag ar c'hezeg doñv a-dost[14].

Marteze e tiskenn an daou spesad eus un hendad kumun hag a zo kerent tost. Ar c'hezeg eus Przewalski zo bev hiziv an deiz avat n'int ket hendadoù ar c'hezeg doñv.


Notennoù[kemmañ]

  1. Hervez Boyd, Lee. (1994). Przewalski's Horse, p. 1.
  2. Hervez Zimmermann, W. 1997. « Das Erhaltungszuchtprogramm Przewalskipferd, eine 10-jährige Zusammenarbeit in Europa ». Pp. 189–200 in : Populationsgenetik im Artenschutz (eds. A. Schreiber and J. Lehmann). meneget e Equids : zebras, asses and horses : status survey and conservation action plan - IUCN - 2002 - PDF, p 85.
  3. "The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - The history of the Przewalski horse "
  4. Equids : zebras, asses and horses : status survey and conservation action plan - IUCN - 2002 - PDF, p 85.
  5. "The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - The history of the Przewalski horse "
  6. "The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - The history of the Przewalski horse "
  7. pennad Equus ferus war red list an UICN 21/02/2010.
  8. The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - Back to the wild
  9. pennad Equus ferus war red list an UICN 21/02/2010.
  10. pennad Equus ferus war red list an UICN 21/02/2010.
  11. Lec'hienn ar gevredigezh Takh.
  12. Lettre annuelle Genver 2008 gant The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse.
  13. Fazi arroud : Balizenn <ref> direizh ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit ar valizenn IUCN-Przewalski
  14. pennad Equus ferus war red list an UICN 21/02/2010.


Liammoù diavaez[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

  • Equus caballus przewalskii Poliakov, 1881
  • Equus ferus ssp. przewalskii Poliakov, 1881