Marc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marc'h
Horse 2005-08-06 (Cheval).jpg
Equus caballus
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus caballus
Linnaeus, 1758
spesadoù all :

Equus asinus : azen
Equus grevyi : roudenneg Grévy
Equus przewalskii : marc'h Przewalski
Equus quagga : roudenneg ar stepennoù

Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ur gazeg o c'haloupat. Ar c'hezeg a zo loened bras pevarzroadek implijet a bell zo evit dougen tud pe traoù, pe evit stlejañ kargoù ponner en Europa hag e kornioù all eus ar bed. Ur marc'h a vez graet eus ar par, ur gazeg eus ar barez.

Doare skiantel[kemmañ]

Equus caballus eo an anv skiantel a vez graet eus ar bronneg unkarnek-se, eus genad al loened-kezeg.

Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.

Yezhadur ha liester[kemmañ]

  • Kezeg eo liester ordinal ar ger marc'h, met er c'hantvedoù tremen ez eus bet implijet liesterioù all evel merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit al loen par,
  • marc'hoù eo al liester evit an traoù
  • kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.

Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz-Breizh, ha gerioù hollek o ster int.

Gant aneval e vez graet ivez.

Diwar-benn ar marc'h[kemmañ]

  • Ur marc'h-gouennañ a zo ur marc'h kalloc'h (pe antier) pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
  • Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h.
  • Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez
  • An eal pe ar bouch eo an ebeulig
  • Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ, pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez)
  • Ur inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled. Gwelout ar ganaouenn an inkane gwenn
  • Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane
  • Blev ar marc'h a vez graet reun anezho ha moue (pe moueñ) eus ar blev war e gilpenn ha laez e c'houzoug.
  • Ur marc'h-limon
  • Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren, *Ur marc'h skoemp pe skeudik a vez spontet aes.
  • Ur marc'h-tenn a sach war un arar, pe war ur c'harr, a vez sterniet.
  • Ur marc'h-samm a zoug sammoù.

Arouez[kemmañ]

Arouez an nerzh eo ar marc'h. Se zo kaoz e lavarer:

  • ur marc'h-labour: un den a labour kalz
  • labourat evel ur marc'h: labourat kalz ha kalet
  • kafe marc'h: kafe kreñv

Geriaoueg[kemmañ]

Un toullad mat a c'herioù deveret zo.

Diwar anv al loen[kemmañ]

Loened[kemmañ]

Traoù damhañval ouzh ur marc'h[kemmañ]

Graet e vez marc'h ivez eus binvioù zo, graet evit dougen traoù a bep seurt:

Troiennoù[kemmañ]

  • Lakaat ur marc’h er stern : sterniañ anezhañ ouzh ur c'harr.
  • Bezañ ar marc’h, marc’h Hamon, (o vale) etre daou zen: bezañ gwarizi etreze.
  • Mont war varc’h, war marc’h Hamon, war gein ar marc’h (rous, ruz) ouzh ub: heñvel dra
  • Bezañ pennek evel ur marc’h-koad
  • Debriñ evel ur marc’h: evel ur pemoc’h, ur porc’hell, tri borc’hell.
  • Sevel war lost ar marc’h: a-dre ub war ur marc'h.
  • Labourat evel ur marc’h: labourat kalet
  • Kaout c’hoant da gaout ar marc’h hag an arc’hant (hag arc’hant ar marc’h): kaout c'hoant da gaout pep tra. Arabat klask kaout ar marc’h hag an arc’hant a vez implijet evel krennlavar.
  • Koll ar marc’h hag ar c’habestr: koll pep tra.

Lavaroù ha krennlavaroù[kemmañ]

  • Biskoazh kemend-all !Pevar lagad d’ar marc’h dall ! Bomm da verkaén ar souezh.
  • N’eo ket ar c’herc’h ar muiañ gonezet an hini a ra ar muiañ a vad d’ar marc’h.
  • Lagad ar mestr a lard ar marc'h Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
  • A bep liv, marc’h mat A bep bro, tud vat.
  • Arabat mont primoc’h eget ar marc’h hon doug. Amzer zo!
  • N’eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc’h.
  • Meur a varc’h mat zo marvet o vont adarre.
  • « Deomp adarre » en deus lazhet meur a varc’h. A vez lavaret da respont da unan en deus lavaret « Deomp adarre » , evit lakaat an dud da adkregiñ gant al labour.
  • N’eo ket ar marc’h a c’hounez e gerc’h A zebr anezho bep gwech (pe: war-lerc’h).
  • N’eo ket gwellaat a ra ar marc’h pa vez ret e varc’hegezh re alies.
  • Ar marc’h a-raok a vez laret « Yao » dezhañ.
  • Ar marc’h a sach a vez hopet warnañ.
  • Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù A ra gaou bras ouzh e gostoù.
  • Ne dalv ket ar boan sutal Pa ne fell ket d’ar marc’h staotal.

Fiziologiezh[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Polis saoz war-varc'h

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Marc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.