Marc'harid Bourgogn (1290-1315)

Eus Wikipedia
Ur pennad Marc'harid Bourgogn zo ivez.
Marc'harid Bourgogn (1290-1315), Rouanez Bro-C'hall ha Navarra.

Marc'harid Bourgogn (1290-1315) a oa ur briñsez eus dugelezh Bourgogn. Merc'h e oa da Roperzh II Bourgogn, dug Bourgogn, ha da Agnès Bro-C'hall e bried. Dimezet e voe da Loeiz le Hutin, a voe roue Bro-C'hall ha Navarra, ha tamallet e voe dezhi bout avoultr en afer an Tour de Nesle.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe e miz Gwengolo 1305 e Corbeil, da Loeiz Iañ (1289-1316), Roue Navarra (1305-1316), hag a voe anvet da Roue Bro-C'hall nav bloaz goude, e 1314, evel Loeiz X le Hutin. Hennezh a oa mab da Fulup IV le Bel ha da Janed Iañ Navarra, rouanez Navarra[1].

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur verc'h he doe, Janed (1311-1349)[2] hag a voe Rouanez Navarra hag a renas gant he fried, ar priñs gall Fulup III Navarra.

An afer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù 1314 e krog an afer. Urzh a roas ar roue gall Fulup IV le Bel da herzel e deir merc'h-kaer, Marc'harid Bourgogn, Janed Bourgogn ha Blanche Bourgogn. Hervez ur c'hronikour e oant bet flatret gant merc'h ar roue, Isabelle de France, rouanez Bro-Saoz.
Tapet e vijent bet a-greiz o ebatoù gant gant daou varc'heg yaouank, Philippe ha Gauthier d'Aunay.

Anavezet eo ar gwallabadenn-se evel afer tour Nesle.

Boureviet e voe an daou varc'heg, hag anzav a rejont o darempredoù gant ar priñsezed. kignet e voent e Pontoise en-bev, spazhet, dibennet, ha lakaet ouzh ar groug.

Dre fazi eo e vez staget anv ar prederour gall Jean Buridan ouzh an afer abalamour d'ar varzhoneg c'hallek, Ballade des dames du temps jadis gant François Villon.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rivinoù Château Gaillard

Marc'harid a voe kraouiet e kreñvlec'h ar Château Gaillard, ha dalc'het e kuzh eno e-pad tostik da zaou vloaz. Kavet e voe marv en he c'hell e 1315, gant ar riv moarvat.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo Marc'harid Bourgogn en div levrenn,Le Roi de fer ha La Reine étranglée, eus ar meurromant Les Rois maudits, gant Maurice Druon, a voe savet diwarno div abadenn gentañ an heuliad-skinwel heñvel anvet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Christian Bouyer, Dictionnaire des Reines de France, Librairie Académique Perrin, 1992 (ISBN 2-262-00789-6), p. 192.
  2. Jiri Louda et Michael MacLagan, op.cit., taolenn 65.