Maouez gant un dro-c'houzoug perlez

Eus Wikipedia
Maouez gant un dro-c'houzoug perlez
Johannes Vermeer, 1664
eoullivadur war lien
55 × 45 cm
Gemäldegalerie
Berlin
Alamagn

Maouez gant un dro-c'houzoug perlez (nederlandeg : Vrouw met parelsnoer) a zo un eoullivadur savet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e 1664. War ziskouez emañ er Staatliche Museen Preussischer Kulturbesitz, er Gemäldegalerie e Berlin.

Al livadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout a reer ur vaouez dirak ur melezour, o wiskañ un dro-c'houzoug perlez. Dirazi ez eus un daol ma weler meur a dra a vez implijet d'en em fichañ. Er c'horn kleiz ez eus un doubier e-kichen ul lestr. Gouloù an deiz a zeu dre ar prenestr : lakaat a ra liv ar satin melen da vezañ splann, ha lakaat a ra ivez ar perlez da lufrañ.

Al livadur en ur romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er romant Plac'h he ferlezenn gant Tracy Chevalier e lenner e vefe ar vaouez diskouezet en daolenn gwreg Pieter Van Ruijven, hag a oa madoberour Vermeer. Ar vantell satin hag ar perlez a vefe re Catharina Bolnes, ha hi gwreg Vermeer.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]