Manuel Chrysoloras

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Manuel Chrysoloras

Manuel (pe Emmanuel) Chrysoloras (war-dro 135515 a viz Ebrel 1415), a oa ur skiantour gresian eus ar XIVvet kantved.

Kaset e voe da Europa gant impalaer Kergustentin, Yann II Palaiologos, da c'houlenn skoazell digant ar briñsed kristen da stourm a-enep an Durked.

Kelenn a eure e Firenze (1394), e Venezia, e Pavia hag e Roma. Eñ an hini a zo pennkaoz d'an doug d'al lizhiri klasel, ha d'ar gregach en Italia. Mervel a eure e Konstanz e miz Ebrel 1415, hag eñ 47 bloaz, pa zegouezhas eno tre e penn-kentañ ar sened-eskibien.


Oberennoù[kemmañ]

  • Ur yezhadur ar Gregach, anvet (Interrogations), Ferrara, 1509,
  • Lizhiri ha Prezegennoù.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Émile Legrand: Notice biographique sur Manuel Chrysoloras, Paris 1894.
  • Manuelis Chrysolarae epistolae : (Graece et Latine ; ed. J.-P. Migne), Paris 1866.

Liammoù[kemmañ]