Manto (merc'h Teiresias)

Eus Wikipedia

Manto (henc'hresianeg : Μαντώ) a oa merc'h d'an diouganer Teiresias, e Thebai, hervez mojennoù Hellaz kozh. Pa voe trec'het Thebai gant an Epigoned e voe kaset da Zelfi davet an doue Apollon. Peogwir e kave dezhañ e oa ken donezonet hag he zad e fizias enni orakl Klaros, en Azia. Ur mab he doe gant an doue, Mopsos.

Hervez Vergilius he dije roet hec'h anv da gêr Mantova en Italia.