Mantell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mantell kroc'hen evit ur vaouez, diwar-goust zibelined.
Mantell ur gwaz, e 1876

Ur vantell (eus ar ger latin mantellum) zo ur pezh dilhad hir, tev, ha tomm, a vez douget er broioù yen, pe pa vez yen, evel dilhad war-benn alies, war-benn ur porpant pe chupenn alies. Tapout a ra izeloc'h eget an dargreiz, eget ar porpant eta, betek an daoulin alies, pe izeloc'h zoken. Ponner e vez ar mantilli peurvuiañ, met darn a vez skañvoc'h.

Douget e vez ar mantilli gant gwazed evel gant maouezi, met disheñvel e vezont: strishoc'h e vez re ar merc'hed peurvuiañ.


Mantilli a bep seurt[kemmañ]

A bep seurt mantilli zo, tev pe devoc'h, hir pe hiroc'h, hag anvioù a bep seurt dezhe.


Mojennoù ha lennegezh[kemmañ]

  • Istor Martinus (pe Marzhin), ar soudard roman kristen a rannas e vantell gant ur paour.
  • Ar Vantell ( Шинель / Shinel, e ruseg) un danevell gant ar skrivagner rus Nikolai Gogol, a chom da dreiñ e brezhoneg.

Skeudennoù[kemmañ]