Manius Valerius Maximus Corvinus Messalla

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Manius Valerius Maximus Corvinus Messalla a oa ur politikour roman eus an IIIde kantved kent J.-K., tad da Marcus Valerius Maximus Messala (konsul roman en 226 kent JK).

Konsul[kemmañ]

En 263 kent JK e voe dilennet da gonsul. Amzer ar Brezel punek kentañ e oa. Gant e gengonsul Manius Otacilius Crassus e tegouezhas e Sikilia gant peder lejion. Berzh brasoc'h a reas eget e genseurt, hervez soñj e gempredidi, peogwir n'eo nemet dezhañ e voe roet an trec'hlid De Paeneis et Rege Siculorum Hierone.

A-hervez e vije bet anvet Messala peogwir en dije kemeret kêr Messala (Messala pe Messana) e Sikilia. Ouzhpenn 60 keoded eus an enezenn a yeas a-du gant Roma. Chom a reas ar c'hognomen-se en e diegezh e-pad 800 vloaz.

Kensor[kemmañ]

En 252 kent JK e oa dilennet censor. Skarzhañ a reas 400 equites eus o renkad d'ober anezhe keodediz eus ar renkadoù izelañ dre ma n'o doa ket graet o dlead e Sikilia.


Notennoù[kemmañ]


Pennad kar[kemmañ]