Maniae

Eus Wikipedia

Arabat droukveskañ gant: Mania


Maniae a oa un doueez, pe ur spered, pe ur bodad speredoù (henc'hresianeg: Μανίαι), e gwengel Hellaz kozh, hag a lakae ar follentez en dud, hag a rae dezho ober torfedoù spontus. Kenober a raent alies gant Lyssa, spered ar gounnar, hag, evel homañ ziwezhañ, e vezont lakaet da verc'hed Nyks. Strollet e vezont ivez gant an Erinied, teir doueez spontus an veñjañs.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]