Mangup

Eus Wikipedia
Rivinoù Mangup

Mangup (ukraineg Мангуп, rusianeg Мангуп, tatareg Krimea Mangup), anvet ivez Mangup Kale, a oa ur c'hreñvlec'h istorel lec'hiet war un uhelgompezenn e Krimea, er reter da Sevastopol. Doros e oa anvet e-pad ar c'hrennamzer, diwezhatoc'h e rojod an anv kipchakek Mangup dezhañ.

E-pad an trede kantved e voe diazezet ar gêr ha mogeriet e voe gant Justinian I e-pad ar VIvet kantved. Gant goted Krimea e oa annezet dreist-holl ha da greizenn o friñselezh emren ez eas. Aloubet e voe gant ar C'hazared e deroù an VIIIvet kantved ha kreizenn un emsavidigezh c'hwitet bleinet gant Yann Gotia e voe.

Sujet e voe priñselezh Doros da impalaerezh Bizantion adalek an IXvet kantved betek an XIvet kantved. Neuze e kouezhas dindan aotrouniezh Impalaerezh Kiev hag ar c'hevread Kipchak. Gwallaozet e voe gant ur c'hren-douar e-pad an XIvet kantved met dont a reas a-benn da virout e emrenerezh e-pad aloudabeg vongol Krimea.

Er XIVvet kantved e voe Mangup kêr-benn Priñselezh Teodoros, ur riez kevreet gant Impalaeriezh Trebizond. E dierniezh, ar Gabras, a oa kar da impalaerien Trebizond. E fin ar XIVvet kantved e tivroas ur skourr eus ar familh da Rusia lec'h ma tiazezas Manati Simovov. Kemm a rejont o anv e Golovin ha da deñzorierien hêrezel Moskovia ez ejont.

E 1475 e kasas Stefan III Moldavia e vreur-kaer Alexander Gabras da erlec'hiañ priñs Mangup a oa aet da waz an Otomaned. E miz Mae eus an hevelep bloaz ec'h aloubas ar jeneral otoman Gedik Ahmet Pasha Kafa ha sezizañ a reas Mangup e fin ar bloaz. Kouezhañ a reas kêr goude pemp miz a seziz. Lakaet d'ar marv e voe ar priñs hag e vibien tra ma voe kaset e wreg hag e verc'hed d'un harem. Tra ma oa bet staget ar peurrest eus Krimea ouzh Kanat Krimea e chomas Mangup un darn eus an impalaeriezh otoman.

War an diskar ez eas êr bezañ bet aloubet. Mont kuit a reas ar gwarnizon turkat e 1774 hag annezidi diwezhañ ar gêr (ur gummuniezh vihan a garaimed) a zilezeas anezhi war-dro 1790.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]