Manawyddan, mab Llŷr
Manawyddan, mab Llŷr, pe Manawyddan fab Llŷr hervez an anv kembraek orin, eo anv an danevell a zo trede skourr ar Mabinogi. A-wechoù e skriver Manawydan, hervez doare ar c'hrenngembraek. Mab eo d'ar roue Llŷr ha breur da Bendigeidfran ha Branwen. Klotañ a ra e anv gant hini Manannán mac Lir, unan eus doueed ar mor e mojennoù Iwerzhon.
Kaoz zo anezhañ dreist-holl en Eil ha Trede Skourr ar Mabinogi, hag ivez en Triadoù Enez Vreizh.
Taolenn |
Ar Mabinogi [kemmañ]
Eil Skourr [kemmañ]
Un den a bouez eo Manawydan en Eil Skourr ar Mabinogi, anvet Brânwen, merc'h Llŷr.
Kuzulier ar roue Bendigeidfran, e vreur, eo Manawydan. Pa zimez o c'hoar Branwen da Matholwch, roue Iwerzhon, emañ ouzh taol er banvez-eured e-kichen Bran. Pa ya o hantervreur Efnisien da vuturniañ kezeg Matholwch eo eñ a zo kaset gant Bran da ginnig un dazpren. Pa glever en Enez Vreizh e vez gwallgaset Branwen gant he gwaz Matholwch e ro e skoazell da Vran da gas an dial da Iwerzhon. Brezel zo, ha Manawyddan zo unan eus ar seizh den chomet bev. Bran zo gloazet d'ar marv hag a c'houlenn digant Manawyddan hag e c'hwec'hkamarad all troc'hañ e benn outañ hag e gas da Enez Vreizh; e-pad ar veaj e talc'ho da gomz gant ar gamaraded.
E skridoù all [kemmañ]
Anv Manawyddan zo meneget er varzhoneg Pa Gwr yw y Porthawr, ha lakaet eo da vezañ unan eus brezelourien ar Roue Arzhur's retinue.[1] Meuleudi dezhañ zo er varzhoneg providing worthy counsel and for splintering shields at a place called Tryfrwyd; later in the poem this battle is associated with cinbin or dogheads and a figure known as Garwlwyd (Rough-Gray).[2] Tryfrwyd shows up as the Battle of Tribuit in the Historia Brittonum and in later works.
Par eo Manawyddan d'an Iwerzhonad Manannan Mac Lir, unan eus an Tuatha Dé Danann (Tud an Doueez Dana).
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Green, p. 84-85.
- ↑ Garwlwyd is likely identical to the werewolf-like figure Gwrgi Garwlwyd in the Welsh Triads; see Bromwich, pp. 73–74, 385.
Lennadurezh [kemmañ]
- Rachel Bromwich (2006). Trioedd Ynys Prydein: The Triads of the Island of Britain. University Of Wales Press. ISBN 0-7083-1386-8.
- Green, Thomas (2007). Concepts of Arthur. Stroud, Gloucestershire: Tempus. ISBN 978-0-7524-4461-1.