Management

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus ur aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel). Talvezout a ra merañ pe mererezh met diwar-benn an embregerezhioù peurliesañ.

Dont a reas war-wel en XIXvet kantved er SUA. E penn-kentañ an XXvet kantved e hantero Max Weber e termenadur ar management. E touez skiantoù verañ an armerzhour alaman e kaver mererezh ar c'hoskor, strategiezh an embregerezh, skiant an arc'hant pe ar marketing.

Gerdarzh[kemmañ]

« Management » a zo ur ger saozneg, kemeret deus an italianek maneggiare (ober war-dro, embregañ, dreist pep tra ur marc'h) o tont deus ar latin manu agere («konduiñ dre an dorn»). Ar ger gallek mesnagement (diwezatoc'h ménagement) a levezono emdro ster ar ger saoznek management er XVIIvet ha XVIIIvet kantved.
Ar wikipedia spagnolek a lâr Gestión empresarial, merañ an embregerezhioù, hag ar wikipedia e portugaleg Gestão comercial, mererezh gerwerzh.

Pennadoù liammet[kemmañ]