Malaria!

Eus Wikipedia
Malaria!
Bro orin Berlin, Alamagn
Doare(où) sonerezh industriezh, sonerezh elektronek, sonerezh-arnodiñ
Bloavezhioù oberiant 19801993
Label(ioù) Moabit Musik

Izili Gudrun Gut
Bettina Köster
Manon P. Duursma
Christine Hahn
Susanne Kuhnke
Endro Mania D, Matador, Einstürzende Neubauten

Malaria! a oa anv ur strollad sonerien eus Berlin bet krouet e 1980 gant Gudrun Gut[1] ha Bettina Köster da-heul divodañ Mania D. Sonerezh elektronek arnodiñ a veze sonet ganto. E-touez an izili all e oa Manon P. Duursma, Christine Hahn, and Susanne Kuhnke (bet ezel eus Die Haut ivez)[2]. Alies e stager ar strollad ouzh al luskad Neue Deutsche Welle hag ouzh ar sonerezh post-punk.

New York Passage eo a voe pladenn vrudetañ Malaria! ha ganti e tizhjont renkoù uhelañ hit-parade dizalc'h SUA koulz ha re Europa. A-drugarez d'ar berzh-se e kemerjont perzh en un droiad sonadegoù asambles gant The Birthday Party, John Cale ha Nina Hagen.

Videoioù an tonioù "Geld/Money," "Your Turn To Run," and "You, You" (sevenet gant Anne Carlisle) hag ur video filmet war al leurenn eus "Thrash Me" a weler en un teulfilm alaman titlet Super 80.

E 2001 e teuas er-maez ur bladenn EP enni tonioù Malaria! sonet gant tud all. "Kaltes Klares Wasser", sonet en-dro gant Chicks on Speed, a voe una neus tonioù brudetañ ar bladenn[3].

Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1981: Malaria (12")
  • 1981: How Do You Like My New Dog? (7")
  • 1982: Emotion (LP)
  • 1982: New York Passage (12")
  • 1982: White Water (12")
  • 1983: Revisited - Live (Kassette)
  • 1984: Beat The Distance (12")
  • 1991: Compiled (CD)
  • 1991: Kaltes Klares Wasser (CDM)
  • 1992: Elation (CDM)
  • 1993: Cheerio (CD)
  • 2001: Compiled 1981–1984 (CD)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]