Malagueña (kanaouenn)

Eus Wikipedia

Malagueña zo ur ganaouenn spagnolek, e doare ar flamenco, anezhi 6vet luskad ar Suite Andalucia gant Ernesto Lecuona, a skrivas ar gerioù ivez. Kanet eo bet gant tud ha lazoù e-leizh, kempennet da vezañ sonet e kement doare zo, pop, jazz ha re all, ha savet komzoù e meur a yezh, nemet e brezhoneg evit c'hoazh.

Un doare alamanek kanet gant Caterina Valente, ma kane gant laz-seniñ Werner Müller, a voe brudet-bras e SUA er bloavezhioù 1950.
Gant Marion Banks e voe skrivet an doare saoznek.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]