Degemer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
(Adkaset eus Main Page)
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deoc'h er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

40 741 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, an 62vet yezh tizhet ganti an 40 000 pennad !

Pennad ar miz

Enez Olc'hon

Al Lenn Baikal (ruseg: о́зеро Байка́л (distaget: [ˈozʲɪrə bʌjˈkɑl]), bouriateg: Байгал нуур «lenn binvidik») zo ul lenn e su Siberia e Rusia ar reter. Etre Oblast Irkoutsk er gwalarn ha Republik Bouryatia er gevred emañ, e-kichen kêr Irkoutsk. Ar gêr Baikal a c'hall dont eus Baigal pe Байгал hag a dalv natur e mongoleg. Anavezet eo ivez evel "Lagad glas Siberia".

636 km a hirder eo ha 48 km a ledander well-wazh, 31 500 km² eo he gorread, evel Belgia koulz lavaret. E-keñver gorread ez eo brasoc’h al Lenn Superior e Norzhamerika, met muioc’h a zour zo el lenn Baikal, kement hag en holl Lennoù Meur Amerika a-gevret. Gant 1637 metr a zonder ez eo Lenn Baikal al lenn zonañ er bed. 23,000 km³ dour a zo miret en doare-se. Bernad dour dous brasañ ar bed eo ha hervez kont ez eus enni trawalc’h a zour da vastañ da ezhommoù holl dud ar bed e-pad 30 vloaz. Lenn goshañ ar bed eo ivez, 25 milion bloaz he oad.

Evit kenderc'hel da lenn : Lenn Baikal

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 27 a viz Genver 2012 ha Keleier ar vro.

al lestr Costa Concordia

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag aet omp en tu-hont da 40 000 pennad e miz Du. Emaomp en 62vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag al latveg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ er 67vet plas [2], etre an tagalog hag ar c'hembraeg. Pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel kig, diamant, dir, ene, sevenadur pe skevent ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
Wikipedia Wikipedia - en holl yezhoù
Meta-Wiki Meta-Wiki - kenurzhiañ raktresoù Wikimedia Wikipedia Wikimedia Commons - bank roadennoù liesvedia Wikeriadur Wikeriadur - geriadur hollvedel
Wikispesad Wikispesad - meneger ar bev Wikimammenn Wikimammenn - levraoueg hollvedel Wikiarroud Wikiarroud - dastumad arroudennoù
Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all