Maigh Nuad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skol-veur Sant Padrig

Maigh Nuad (Maynooth e saozneg) zo ur gêr eus kontelezh Cill Dara en Iwerzhon. Tost d'an harzoù gant Kontelezh An Mhí emañ Maigh Nuad, 25 km diouzh kreiz Dulenn. Gant se ez eo deuet da vezañ ul lodenn eus an tolpad-kêrioù zo Dulenn en e greiz. E 2006 e oa annezet gant 10 715 a dud, kalz a dud yaouank en o zouez.

Dont a ra anv ar gêr eus hini Nuad, tad-kozh an haroz hollvrudet e mojennoù Iwerzhon, Fionn Mac Cumhaill.

E Maigh Nuad e kaver div skol-veur : Skolaj Sant Padrig, ur skol-veur gatolik krouet gant ar roue saoz Jord III e 1795 hag ur skourr eus Skol-veur Vroadel Iwerzhon, savet e 1995.