Magnus Clemens Maximus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Magnus Maximus.

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus pe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Kembre.

Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.

E vuhez[kemmañ]

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

En Enez Vreizh[kemmañ]

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus.

E Galia[kemmañ]

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Trec'h e oa bet war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, ha tapet e voe gantañ ha lazhet e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.

Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.

Tri impaler a oa neuze:


E 387 e voe trec'h Maximus war Valentinian II, ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh.

Aet e oa Maximus d'ober brezel da Valentinian II ha da Teodosius I, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

Daou enebour[kemmañ]

Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.
Trec'het e voe Maximus en emgann ar Save, a-hed ar stêr Save, adstêr d'an Danau, nepell diouzh Emona). Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia, e vreur Marcellinus e Poetovio.

Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilonia, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388. E wreg hag e ziv verc'h a voe lezet e buhez.

E vab Victor, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.

E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer en 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius eskob Pavia (514-21).

Mojennoù[kemmañ]

Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.

Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Hunvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv; (en) Fort de Segontium).
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.

Pennad kar[kemmañ]