Madalen Saint Gal de Pons

Eus Wikipedia

Madalen Saint Gal de Pons (ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1907 e Niort, marvet e Landreger d'an 22 a viz Ebrel 1994) a voe ur skrivagnerez ha ur varzhez vrezhonek anavezet dreist-holl dindan hec'h anv-pluenn Benead ha Nolwenn ha Pons Recouvrance ivez. Obladez Urzh Sant Benead e voe hag engouestlet evit ul lusk katolik ha brezhonek e Emsav Breizh asamblez gant Maodez Glanndour ma voe skoazellerez anezhi.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad a voe ofiser a varc'hegiezh hag eus un denjentil orin eus Bro Naoned hag he mamm, Marie de la Chaslerie. Ne voe ket ket skoliataet Madalen hag he div c'hoar, pa voe ur gelennerez-ti e pep kêr ma voe bet e dad e garnizon[1].
Tremenet he doe darn eus he bugaleaj e Pondi ha e Souché, tost da Niort. E kastell he dud e voe staliet un ospital evit ar soudarded gloazet ar Brezel-bed kentañ ha Madalen, ur plac'h ma voe-hi, a c'hellas magañ ur spered-servij.
Goude ar brezel e tilojas ar familh da Vreizh, pa voe anvet an dad e Sant-Brieg hag e Gwengamp. Tremen a reas ar vachelouriezh e 1925, studierez gentañ gant un all bezañ resevet e Roazhon.

Engouestladur en Emsav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-bed e savas un nebeud testennoù evit ar mediaoù brezhonek evel Gwalarn, Arvor ha Radio Roazhon hag e kendalc'has en ur gas pennadoù ha barzhonegoù d'ar c'helaouenoù Al Liamm ha Barr-Heol ha muioc'h c'hoazh d'ar gelaouenn gristen, Ar Bedenn evit ar Vro.
Sekretourez, gouarnerez ha kenlabourerez gant Maodez Glanndour e oa bet e-pad ul lodenn vat eus he buhez, e Louaneg, war aod Bro-Dreger. Savet he doe an emsav katolik brezhonek Unvaniezh Speredel Breizh e 1942. Skrivet he doa e-barzh kelaouennoù evel Al Liamm, Arvor, Barr-Heol, Kaieroù Kristen, Studi hag Ober...

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

barzhonegoù
  • Gwiadenn ar Vuhez, Embannadurioù al Liamm, 1979, 36 p. 23 barzhoneg aes da lenn.
  • An evned, Korvantenn, Frouesha. E-barzh Gwalarn, niv. 154-155, 1942. 3 barzhoneg.
  • Kan kreisteiz, Broderezh ar vuhez. E-barzh Studi hag Ober, niv. 21, 1944.
  • Tri barzhoneg. E-barzh Al Liamm niv. 10, 1948.
  • Gwechall. E-barzh Al Liamm, niv. 36, 1953.
  • Gouelec'h. E-barzh Al Liamm, niv. 56, 1953.
  • Ar Jentilez. E-barzh Al Liamm, niv. 96, 1963
  • Kizhier bihan. E-barzh Al Liamm, niv. 108, 1965
  • Kozhni. E-barzh Al Liamm, niv. 124, 1967
  • Nedeleg. E-barzh Al Liamm niv. 191, 1978.
pennadoù
  • Ur skrivagner iwerzhonat : Lord Dunsany. E-barzh Gwalarn, niv. 162, 1942
  • Ar merc'hed e lennegezh Breizh. E-barzh Al Liamm, niv. 7, 1948
  • Kantvloaziad Rabindranath Tagore. E-barzh Al Liamm, niv. 90, 1962.
  • Al lennegezh e Breizh, kant vloaz zo. E-barzh Al Liamm, niv. 108, 1965.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Soaz an Tieg, Benead, Madalen St Gal de Pons. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 202-206.
  • Janed Queillé, Madalen St Gal de Pons : 1907-1994. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 207--215.
  • Gwenael Huon, Gwiadenn ar vuhez, Barzhonegoù gant Benead. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 216-222. Levrlennadur Benead. Skridvarnerezh.
  • Annaig Renault, Benead, ur Vreizhadez. E-barzh Al Liamm, niv. 286, 1994, p. p. 353-360.

Notennoù ha daveebboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Janed Queillé, Madalen St Gal de Pons : 1907-1994, Al Liamm, 1994