Machu Pikchu
Eus Wikipedia
Machu Pikchu (ketchwaeg, distaget [ˈmɑtʃu ˈpixtʃu]; Machu Picchu e spagnoleg, distaget [ˈmatʃu ˈpiktʃu]), pe Patallaqta, a zo ul lec'hienn rakkolombian inka savet er XVvet kantved e beg ur menez hag a dap 2 430 m, e rannvro Qusqu e Perou. Al lec'h brudetañ eus sevenadur an Inkaed eo. War roll glad bedel an Unesco emañ abaoe 1983. Ne oa bet degaset al lec'h er gouloù nemet er bloaz 1911. Abaoe e teu ur bern touristed da welet al lec'h.