MPB
Ar Música Popular Brasileira (« sonerezh poblek braziliat» e brezhoneg), pe MPB, zo un doare sonerezh ganet e Brazil e dibenn ar bloavezhioù 1960 war-lerc'h ar bossa nova. Poblek e oa dreist-holl e-touez ar renkadoù etre er c'hêrioù.
Taolenn |
Doare ar sonerezh [kemmañ]
Meur a sonerezh , pe meur a zoare sonerezh zo e Brazil, ken bras eo ar vro, ken liesseurt orin an dud: bossa nova, música sertaneja (eus ar sertão) , forró, lambada, samba, ouzhpenn an doareoù etrebroadel ha bedhollek evel rap pe rock...
Pezh na vez ket lakaet en rummadoù-se a vez lavaret MPB. Neuze e vez kaoz eus ur c'haner, pe ur ganerez a gan kanaouennoù nevez-krouet gant sonaozourien brudet peurvuiañ.
Un toullad kanerien eus ar MPB [kemmañ]
- Caetano Veloso
- Carlinhos Brown
- Cássia Eller
- Cazuza
- Chico Buarque
- Djavan
- Dorival Caymmi
- Dori Caymmi
- Elis Regina
- Elsa Soarez
- Gal Costa
- Gilberto Gil, bet anvet da vinistr
- Ivan Lins
- João Bosco
- Jorge Benjor
- Joyce
- Maria Bethânia
- Marisa Monte
- Milton Nascimento
- Nana Caymmi
- Ney Matogrosso
- MPB-4
- Os Mutantes
- Roberto Carlos
- Toquinho
- Vanessa da Mata
- Vinícius de Moraes
- Tom Zé
Nova Cançó [kemmañ]
Tud zo a gav dezhe e c'haller keñveriañ ar MPBN ha Nova Cançó Katalounia peogwir e oant ganet dindan div ziktatorelezh.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Istor ar MPB [1] (en portugaleg)
- Kanerien MPB [2] (en portugaleg)