Méditerranée
Eus Wikipedia
Ar Méditerranée a oa anv un departamant gall en Italia da vare an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Livorno e oa ar pennlec'h.
An anv [kemmañ]
Dont a ra an anv eus anv gallek ar Mor Kreizdouarel. N'eus forzh pehini eus an dek departamant gall all a-hed aod ar mor-se a c'hallje bezañ bet anvet evel-se.
Istor [kemmañ]
Krouet e voe e 1808, pa voe staget Rouantelezh Etruria, savet 6 vloaz a-raok, ouzh Bro-C'hall.
Arondisamantoù [kemmañ]
E 1812 e oant:
Pa voe trec'het Napoleone Buonaparte e 1814 e voe rannet an douaroù etre proviñsoù Livorno, Pisa, Firenze ha Siena.