Léon M'ba

Eus Wikipedia

Léon M'ba (9 a viz C'hwevrer 1902 - 28 a viz Du 1967) a oa ur politikour gabonat, bet prezidant kentañ ar vro goude an dizalc'hiezh e 1960.

Dilennet e voe da vaer Libreville e 1956 ha bloaz goude e oa besprezidant Kuzul ar gouarnamant. Ne voe ket asantet gant ar jeneral Charles de Gaulle lakaat Gabon da vezañ un departamant gall evel m'en doa c'hoant M'ba ha dizalc'hiezh ar vro a voe embannet e 1960 daoust na oa ket Léon M'ba tomm ouzh ar mennozh-se.

A-raok dizalc'hiezh Gabon zoken e krogas Léon M'ba da herzel e eneberien bolitikel, prientiñ an dilennadeg da zont ha lakaat e plas un azeulerezh ouzh e hinienn. Dilennet e voe da brezidant kentañ ar vro e 1961 hag ur Vonreizh a voe savet evit reiñ an darn vrasañ eus ar galloudoù dezhañ. E 1964 e voe skarzhet gant un taol-Stad met adlakaet buan en e blas gant sikour ar C'hallaoued. Addilennet e voe e miz Meurzh 1967 ha mervel a reas un nebeud mizioù goude.