Lyoudmila Roudenko

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
SxakludistoRudenko.jpeg

Lyoudmila Vladimirovna Roudenko (e ruseg: Людмила Владимировна Руденко, en ukraineg: Людмила Володимирівна Руденко /Ljudmila Wolodymyriwna Rudenko ) a zo bet ganet d'ar 27 a viz Gouere 1904 e Lubny , Ukraina (Impalaeriezh Rusia) ha marvet d'ar 4 a viz Meurzh 1986.

Meurc'hoarierez echedoù ukrainan ha soviedat.

Mestr Etrebroadel e oa.

Kregiñ a reas gant an tournamantoù echedoù e 1925 goude bout bet graet hec'h annez e Moskov.

Da Leningrad ez eas goude. Eno e timezas gant ar skiantour Lev Davidovich Goldstein. E 1929 e krogas da bleustriñ an echedoù gant ar mestr Peter Romanowski.

E-pad an Eil brezel bed, Lyoudmila Roudenko a aozas un treniad a vugale da gas kuit eus Leningrad. Hervezi e oa bet an dra pouezusañ graet e-pad he buhez.


Kampionadez ar bed e kampionad ar maouezi adalek 1950 betek 1953.

Liammoù diavaez[kemmañ]