Luskad modern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Al Luskad modern (pe savouriezh vodern) a zo ul luskad savouriezh deuet war wel e penn-kentañ an XXvet kantved, gant krouidigezh Bauhaus. E-touez perzhioù pennañ al luskad c’haller menegiñ: ar c’hinklañ bihanañ, linennoù diazezet war ar ventoniezh hag an implij (gwelout implijouriezh) ha stummoù diazezet war implij danvezioù nevez. Diorroet eo bet al luskad a-drugarez da savourien evel Walter Gropius, Adolf Loos, Auguste Perret, Ludwig Mies van der Rohe, Oscar Niemeyer ha Le Corbusier. Ul luskad a-bouez-bras evit a sell ouzh savouriezh an XXvet kantved eo. N’eo ket bet termenet en un doare resis gant ar re a gemeras perzh el luskad, gant ar re zisplijet gantañ ne lavarer ket (gwelout Peter Blake, Form follows fiasco).

Orinoù al luskad[kemmañ]

Hervez istorourien zo ez eo emdroadur ar savouriezh ur fed sokial, stag ouzh ar vodernelezh hag ouzh pennaennoù ar Gouleier. Disoc’h dispac’hoù sokial ha politikel e vefe.

Ti Melnikov e-kichen straed Arbat (Moskov) gant Konstantin Melnikov.

Re all a soñj ez eo luskad modern disoc’h an diorren teknik a zeuas da heul dispac’h ar greanterezh: da lavaret eo implij danvezioù nevez evel dir, metal, gwer ha betoñs. Gwelout da skouer:

Hervez istorourien all n’eo nemet al luskad modern un enklask kened a-enep da luskadoù all evel Arz nevez da skouer. Savadurioù zo a c’hall bezañ evel arouezioù an emgann etre stummoù kozh ha re nevez: re Louis Sullivan ha Frank Lloyd Wright e Chicago, re Victor Horta e Brusel, re Antoni Gaudi e Barcelona, re Otto Wagner e Vienna ha re Charles Rennie Mackintosh e Glasgow.


Amzeroniezh Luskad Modern[kemmañ]

Trec'h al luskad modern[kemmañ]

Er bloavezhioù 1920 e reas berzh al luskad modern. Tri savour a vez gwelet evel re bouezusañ ar mare-se : Le Corbusier e Bro-C’hall, Ludwig Mies van der Rohe ha Walter Gropius en Alamagn (gwelout ivez ar pennad diwar-benn Bauhaus). Levezonet e voent gant labour Frank Lloyd Wright, ha dreist-holl e Wasmuth portfolio. Koulskoude n’en deus biskoazh embannet Wright e oa ezel eus al luskad. E 1932 e voe aozet un diskouezadeg a-bouez e MoMA: an diskouezadeg savouriezh vodern eo, aozet gant Philip Johnson.

Johnson ha Henry-Russell Hitchcock a vodas oberennoù arouezius eus luskadoù liesseurt hag oberennoù savet gant tud disheñvel, hag ec’h ijinjont an dro-lavar stil etrevroadel. Un darvoud a-bouez e voe. Un nebeud bloavezhioù goude, pa darzhas an eil brezel-bed, e tec’has izili bouezusañ Bauhaus d’ar Stadoù-Unanet, hag e kelennjont pe e labourjont e Chicago, Harvard hag e Black Mountain College. D’ar mare-se e voe savet kalz savadurioù ensavadurel ha kenwerzh diouzh pennaennoù al luskad modern, padal ne voe ket ken pouezus al luskad evit a sell ouzh an tiez hiniennel. Levezon al luskad modern a zo bet a-bouez e kelenn ar savouriezh etre ar bloavezhioù 1930 hag ar bloavezhioù 1980.

Marina City (a gleiz) hag IBM Plaza (a zehou), Chicago

Ar savourien a gemeras perzh el luskad modern a felle dezho chom a-sav gant an hengoun, hag implijet o deus ec’honennoù eeun ha tamm kinklañ ebet. A-fet danvez o deus implijet ar gwer (evit an talbennoù), an dir evit ar frammoù diavaez hag ar betoñs evit ar frammoù diabarzh hag ar plañchodoù. E-touez ar savadurioù brudetañ e kaver sez Aozadur ar Broadoù Unanet gant Le Corbusier, Oscar Niemeyer ha Sir Howard Roberton, savadur Seagram gant Mies van der Rohe, Lever House gant Skidmore, Owings ha Merrill, (an holl anezho e New York) hag evit a sell ouzh ar c’henkizoù, Lovell House gant Richard Neutra e Los Angeles.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.