Strollad Marksour-Leninour Nicaragua

Eus Wikipedia

Strollad Marksour-Leninour Nicaragua (e spagnoleg: Partido Marxista-Leninista de Nicaragua) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Nicaragua er bloavezhioù 1970 dindan an anv Luskad Oberezh Poblel - Marksour-Leninour (Movimiento Acción Popular - Marxista-Leninista) da-heul un disrann e Talbenn Sandinour evit an Dieubidigezh Vroadel (TSDV) (Frente Sandinista de Liberación Nacional, FSLN).

Daoust ma oa bet adanvet ez-ofisiel "Strollad Marksour-Leninour Nicaragua" e 1985 emañ muioc'h anavezet a-bell an anv kentañ hag implijet eo bet c'hoazh evit listennoù er mouezhiadegoù gwezh-ha-gwezh-all.

Oberiant-tre e oa ar strollad da aozañ ar sindikadoù hag e 1978 e oa bet lañset gantañ ar stourm armet kaset da-benn gant ar Milicias Populares Antisomocistas (MILPAS) o stourm dindan beli uhelañ TSDV a-enep da renad ar familh Somoza.

Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania da-heul an disrann etre Sina hag Albania

Goude trec'h an dispac'h e 1979 e krogas Strollad Marksour-Leninour Nicaragua da aloubiñ douaroù hag embregerezhioù e dalc'h kapitalourion veur. Evit sioulaat ar vour'hizion a save a-du gante avat e lakaas fin TSDV d'an aloubadegoù ha bac'haet e oa bet gantañ ur re bennoù eus ar Strollad Marksour-Leninour zoken ha war washaat ec'h ae stad an traoù evit ar Strollad da geñver renad ar gouarnamant sandinour, serret e oa bet kelaouenn ar Strollad El Pueblo ("Ar Bobl") ha gwasket e oa bet kevrenn labour ar Strollad, "Talbenn al Labourerion" (Frente Obrero).

Diouzh an tu all avat e krogas gouarnamant Albania da stardañ liammoù gant gouarnamant sandinour Nicaragua ha diwar-se e oa bet lakaat reuz e dibarzh al luskad etrebroiadel a save a-du gant linenn bolitekl Strollad Labour Albania dre vras ha meur a strollad marksour-leninour a gendalc'has da souten Strollad Marksour-Leninour Nicaragua, da skouer Strollad Komunour e Sveden, Strollad Komunour Labourerion Frañs, Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour), Strollad Marksour-Leninour (SUA)....

Strollad Marksour-Leninour Nicaragua a oa ar strollad nemetañ a tivizas votiñ a-enep da vonreizh ar gouarnamant sandinour er Vodadeg Vroadel.

E 1984 e oa Strollad Marksour-Leninour Nicaragua unan eus seizh strollad en holl oc'h en em ginnig er mouezhiadegoù broadel evit ar Parlamant, aet gante 2,1% eus ar mouezhioù ha tapet gante daou dileuriad er Vodadeg Vroadel, Isidro Téllez Toruño, penn ar Strollad, ha Juan Alberto Henríquez.

Er vouezhiadeg evit dilenn Prezidant ar vro dalc'het e 1990 ec'h eas gant kannad ar Strollad, Isidro Téllez, 8,135 mouezh (0,6%) ha kollet e oa bet gantañ an dileuridi er Paralamant en hevelep bloavezh.

Er vouezhiadeg evit dilenn ar Prezidant dalc'het e 2001 e soutenad ar Strollad kannad TSDV Daniel Ortega.