Lupus I Akitania

Eus Wikipedia

Lupus I Akitania (anavezet ivez evel Lupo, Loup, Lobo, Otsoa, pe Otxoa) a oa dug Akitania, ha marteze dug Gwaskogn ivez, etre 673 ha 676, pe marteze betek 710[1]). Alies e vez lavaret e oa tad pe kar da Lupus II, pa zeraouer tierniezh an Eudonianed, gant Odo Akitania.
Soñjal a reer e oa euskarat a orin.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouantelezh Lupus a oa heñvel moarvat ouzh hini Caribert II (en gwer-pour) e 628.
Ar roue vizigot Wamba, enebour da Lupus

N'ouzer ket pegoulz e voe lakaet da zug Akitania na Gwaskogn.
Gouzout a reer e kemeras war-lerc'h Felix Akitania, a hañval e zugelezh bezañ bet heñvel a-walc'h ouzh hini Charibert II en e raok, hag e oa unan eus e geneiled da gentañ, a-raok en em sevel a-enep dezhañ goude 658, pa oa Ebroin an hini a oa maer ar palez[2].

E 673 e talc'he kêrioù Toloza ha Bourdel hag emglev a reas gant Flavius Paulus a-enep Wamba, roue ar Visigoted, hag arsailhat a reas kêr Béziers[3] En Historia Wambae Regis ez eus anv eus un dug frank a arsailhas kêr Béziers e-pad emsavadenn an Dug Paul, dug Septimania[4]., e 672.

Etre 673 ha 675 ec'h aozas ur vodadeg eskibien a bouez e Bourdel[5].

Hervez ar Miracula Martialis, e vrezelias gant Saint-Léger a-enep Ebroin, a oa maer ar palez. Met faezhet e voent ha lazhet e voe Garin, breur Léger. Gant Lupus e voe degemeret ar faezhidi. Kenderc'hel a reas gant ar stourm hag e 675 e klaskas kemer kêr Limojez, met gloazet-fall e voe e 676.
N'ouzer ket petra e teuas da vout goude, n'eo ket sur e varvas neuze.


E diegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerentiezh en doa e korn-bro Toloza ma oa e-touez koskor Felix. Koulskoude e ouzer e oa perc'henn ivez e kostez Orleañs. E anv a orin latin a gaver kentoc'h war-dro Champagn, ma oa anv meur a aotrou hag eskob.

Tud anvet Lupus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lupus zo bet anv meur a aotrou hag eskob en hanternoz Galia. Un anv latin, eus Champagn eo. Krediñ a reer e oant holl kerent en un doare bennak:

Deuet e vije un den eus Champagn eta da sevel tiegezh da Akitania war-dro dibenn ar VIvet kantved.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket bugale anavezet dezhañ. E 769 ez eus anv eus ul Lupus, dug Vaskonia[6], hag en devoa graet emglev gant Hunald, dug Akitania, ha deuet hennezh da glask repu d'e geñver, hag a voe roet d'ar Franked koulskoude. Krediñ a reer e oaun diskennad da Lupus Iañ, met n'eo ket sur e oa mab dezhañ. N'haller ket fiziout war karta Allaon, a zo ur falsdihell savet er XVIIvet kantved, ha n'eus bet kavet dihell all da brouiñ mann.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Estornés.
  2. Miracula.
  3. Lewis, p 400 and n127. Julian of Toledo, p 524-5, a lavar princeps anezhañ.
  4. Foundation for Medieval Genealogy : Lupus and Boggis, duke of Aquitaine.
  5. Ibid. Higounet, p 20 and n43. viro inlustri Lupone duce feal e oa da Childerig II.
  6. Un anv all evit Gwaskogn.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Higounet, Charles. Bordeaux pendant le haut moyen age. Bordeaux, 1963.
  • Julian of Toledo. Historia Wambæ regis. MGH SS rer Merov V.
  • Miracula Sancti Martialis Lemovicensis. MGH SS XV.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]