Luitgard, rouanez ar Franked

Eus Wikipedia
Bolz Luitgard e Tour Karl Veur

Luitgard Alemannia (war-dro 776 - 4 a viz Mezheven 800 e Teurgn) a oa pevare ha diwezhañ gwreg Karl Veur[1].

Merc'h e oa d'ar c'hont alemann (Elzas) Luitfrid II Sundgau (c. 745802), ha da Hiltrud Wormsgau.[2].
Eurediñ a reas war-dro 794 hag anvet e voe da rouanez ar Franked.

N'eo ket gwall vrudet, ha nemet gwall nebeut a dra ne ouzer diwarni : ur vaouez sioul ha fur, war-lerc'h ar rouanez en he raok Fastrada.
Meuliñ karantez Luitgard ouzh ar studi a reas ar barzh saoz Alcuin of York (c. 735804) :

Plijout a ra d'ar rouanez divizout gant an dud desket ha gouiziek ; goude he fedennoù deol eo pezh a gar ober ar muiañ. Karantezus eo ouzh ar roue, deol, direbech, ha dellezek da vezañ karet gant un hevelep pried .

El lez eo enoret gant bugale an impalaer zoken[3]. Bep bloaz ez ae gant he fried da hemolc'hiñ en Ardennes pe e menezioù ar Vosges.[2]
C'hoant dezhañ da badusaatar soñj eus e wreg e lakaas Karl Veur sevel abati Aniana en Okitania, en Erau hiziv, a fizias e sant Benead Aniana (c. 750821).

Divugel e chomas Luitgard, a varvas d'ar 4 a viz Mezheven 800 en he 25vet bloaz e manati Saint-Martin de Tours, c'hwezh miz a-raok kurunadur an impalaer da deiz an Nedeleg[4].
Da zevezh marv e wreg e roas Karl Veur ma vije manati La Celle Saint-Paul e Cormery (en Indre-et-Loire hiziv), bet diazezet gant e gañseller Ithier, e dalc'h abati Teurgn ; dre hanterouriezh e vignon ha kuzulier Alcuin of York e c'houlenn digant Benead Aniana 22 vanac'h evit staliañ reolenn Benead Norcia e Comery.

Dindan Tour Karl Veur e Teurgn emañ bez Luitgard.
Ne zimezas mui an impalaer goude marv e wreg yaouank, met div serc'h ha pevar bugel en devoe.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Desiderata Lombardia a voe gwreg ofisiel kentañ Karl Veur ; en he raok en devoe ar roue un darempred gant Himiltrude, met n'ouzer ket hag ofisiel e oa bet.
  2. 2,0 ha2,1 Christian Bouyer, Dictionnaire des reines de France, Librairie Académique Perrin, 1992, p. 94 (ISBN 978-2-262-00789-8)
  3. Adélaïde Celliez, Les reines de France, Tours: R. Pomin, 1851
  4. Jean-Baptiste Honoré Raymond Capefigue (1842), Histoire de Charlemagne, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-332-50728-6)