Luise von Brandenburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Luise von Brandenburg , pe Luise Dorothea Sophie (1680-1705) a oa ur briñsez prusian, merc'h da gentañ roue Prusia Frederig Iañ (1657– 1713) ha d'e bried Elisabeth Henriette von Hessen-Kassel.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas war an ton bras, e miz Mae 1700, e Berlin, d'he c'henderv, ar priñs Friedrich von Hessen-Kassel (1676-1751), jeneral alaman. Klañvidik e oa Luise, ha mervel a reas e 1705, da 25 bloaz, er gwentloù. Bugel ebet n'he doa .

Frederig Iañ , roue Prusia, tad Luise von Brandenburg
Elisabeth Henriette von Hessen-Kassel, mamm Luise von Brandenburg
Friedrich von Hessen-Kassel, he c'henderv ha pried

Goude he marv[kemmañ]

Addimeziñ a reas he fried intañv dek vloaz goude, e 1715, da Ulrika Eleonora (1688-1741), merc'h da Garl XI, roue Sveden, ha divugel e voent ivez. Tri bloaz goude an eured, e 1718, e voe anvet Ulrika da rouanez Sveden. E 1720 e tilezas ar galloud goude reiñ ar gurunenn d'he fried.