Luise von Baden (1811–1854)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Luise Baden

Luise Amelie Stephanie von Baden, ganet d'ar 5 a viz Mezheven 1811 e Schwetzingen hag aet da anaon d'an 19 a viz Gouhere 1854 e Karlsruhe, a oa ur briñsez alaman eus Dugelezh-veur Baden ha merc'h henañ Karl Ludwig Friedrich Baden ha Stéphanie de Beauharnais.

Dug-meur Baden e oa he zad, lezverc'h da Napoleone Buonaparte e oa he mamm, ha pemp bugel o doa bet. Merc'h-vihan e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt.


.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimezet e voe d'he c'henderv Gustav von Wasa, priñs eus Sveden, (1799 e Stockholm – 1877 e Pillnitz), diwezhatoc'h Gustaf Gustafsson von Holstein-Gottorp, mab da Gustav IV Adolf, roue Sveden, ha d'e bried Friederike Dorothea Baden (1781-1826), moereb da Luise, pa oa c'hoar d'he zad.


Daou vugel he doe:

Pennadoù kar[kemmañ]