Lucrezia (Veronese)

Eus Wikipedia
Lucrezia, Kunsthistorische Museum, Vienna.

Lucrezia zo ul livadur graet gant Paolo Veronese war-dro 1585, awenet gant mojenn roman Lucretia, ur vaouez gwallet hag en em lazhas abalamour d'he dizenor.

Gwelout a reer Lucretia o vonet da skeiñ ur gontell en he bruched goude dezhi bezañ lezet mab roue Roma (Lucius Tarquinius Superbus, diwezhañ roue Roma) da c'hoari ganti.

Meur a wech eo bet livet ar sujed gant tud evel Tizian, Rembrandt pe Raffaello Sanzio. Perzh Veronese eo, ouzhpenn an doug d'ar meleganezed lart, an evezh lakaet da livañ plegoù an dilhad ha bravigoù an itron.