Lucius Flavius Philostratus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Gwelout ar pennad Philostratus diwar-benn an dud all anvet heñvel.

Lucius Flavius Philostratus, Φιλόστρατος / Philóstratos e gregach (war-dro 170-247), anvet ivez "Philostratus an Atenad ", ha "Philostratus kozh", a oa ur prezegour hag ur buhezskriver hellazat eus an IIvet kantved . Brudet eo an div oberenn-mañ skrivet gantañ :

  • Buhez ar sofourien,
  • Buhez Apollonios Tiana.

E vuhez[kemmañ]

Anavet fall eo e vuhez. Ganet e oa e dibenn an eil kantved, war-dro 170, en enez Lemnos ma vevas betek e grennoad. Neuze ez eas da Aten da studiañ. Goude e teuas da vout sofour, da lavarout eo prezegour evit an dudi. E penn kentañ an IIIe kantved e oa e Roma, ma voe kinniget d'an impalaer Septimus Severus.

Chom a reas stag ouzh tiegezh an impalaer a heulias e-pad e vrezel a-enep ar Bikted e Kaledonia. Goude se, en amzer Caracalla e heulias an impalaer en Azia-Vihanañ, e 212 ma weladennas keoded Tiana. D'ar c'houlz-se eo marteze e voe goulennet outañ gant Julia Domna, gwreg Septimus Severus, skrivañ buhezskrid ar prederour pitagorat Apollonios Tiana. Mervel a reas e-doug ren an impalaer Fulup an Arab.

E oberennoù[kemmañ]

Buhez ar sofourien[kemmañ]

Div levrenn zo anezhi, unan diwar-benn ar sofourien en-eeun, eben diwar-benn ar brederourien zo bet graet sofourien anezho.

Buhez Apollonios Tiana[kemmañ]

Eizh levrenn zo anezhi. Kontañ a ra buhez ar prederour. Anaout a reer div droidigezh e galleg: hini Castillon (Berlin, 1774, 4 vol. in-4°), ha hini Chassang .

Daou levr all[kemmañ]


Ur sofour all[kemmañ]

A-wezhioù e vez drougvesk etrezañ hag ur Flavius Philostratus arall, bet ganet e Lemnos ivez, hag a vez graet Philostratus yaouank anezhañ , pe Philostratus Lemnos. Hennezh a oa ur sofour all, bet ganet war-dro 215, hag a oa e vab-kaer pe e niz, marteze e vab pe e vab-bihan. Eñ an hini en deus savet an Imagines (An taolennoù) troet gant Blaise de Vigenère, ha marteze Heroicus (Diwar-benn an harozed).

Marteze ez eus bet skrivagnerien all anvet Philostratus c'hoazh.


Levrlennadurezh[kemmañ]

  • (en) G. Anderson, Philostratus: Biography and Belles Lettres in the Third Century AD, Croom Helm, Londres, 1986.
  • (en) Christopher P. Jones, « Philostratus, Apollonius of Tyana », dans Loeb Classical Library (vol. 16 et 17), Cambridge (Massachussetts)-Londres, 2005.
  • Alain Billault, L'Univers de Philostrate, Latomus, Bruxelles, 2000 ;

Liammoù[kemmañ]