Lucien Rault

Eus Wikipedia
Lucien Rault
Lucien Rault
Lucien Rault
Ganet 30 a viz Meurzh 1936
Plougonwaz


Lucien Rault a oa un atleter breizhat ar redadegoù hir e ziskiblezh dezhañ, bet ganet d'an 30 a viz Meurzh 1936 e Plougonwaz. Rannet e voe e vicher a-bezh etre ar c'henstrivadegoù dalc'het war roudennoù atleterezh an hañv-pad hag ar re redet e-maez ar stadoù (redek a-dreuz maezioù) er goañv.

Kroget e oa gant an atleterezh d'e 15 vloaz o sinañ e gentañ aotreadur e Gward A-raok Rostrenenn e 1951. 24 bloaz anezhañ, e 1960 eta, en devoa lakaet e anv e kleub Janed Ark Plougonwaz pa oa bet krouet ur rann redek a-dreuz maezioù ennañ. Ha bloaz goude e oa aet ar maout gantañ e kampionadoù redek a-dreuz maezioù Breizh (henad), un titl hag a vo tapet 15 gwech diouzh renk gantañ, eus 1961 (e Saozon-Sevigneg) betek 1975 (e Landerne). Krez melen ha glas ar Janed Ark en-dro dezhañ en devoa kemeret perzh en 28 kampionad redek a-dreuz maezioù Breizh, an hini diwezhañ e Gentieg e 1982…46 vloaz anezhañ ha renket da 4re memestra !

Sed amañ dindan e ditloù evit ar pezh a sell ouzh ar redek a-dreuz maezioù :

Tapet e voe gantañ un nebeud titloù er redadegoù war roudenn ivez :

E vicher etrebroadel ne oa ket bet nebeutoc'h pinvidik dre ma oa bet dibabet 12 gwech e skipailh redek a-dreuz maezioù Bro-C'hall ha 27 gwech e skipailh atleterezh Bro-C'hall, oc'h ober dezhañ kemer perzh e Kampionadoù Europa 1971 (e Helsinki (Finland)) ha C'hoarioù olimpek hañv 1976 (e Montreal (Kebek)).

Meur a rekord a oa bet dalc'het gant Lucien Rault, en o zouez :