Luís de Portugal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Luís de Portugal

Luís de Portugal (Abrantes, 1506 — Lisboa, 1555) a oa ur priñs portugalat, mab d'ar roue Manuel Iañ Portugal (1469 — 1521) ha d'e eil pried an infantez spagnol Maria de Aragão (1482-1517), merc'h d'ar Rouaned katolik.

E vuhez[kemmañ]

Ar Priñs Luís eus Teirzaolenn an Infanted; gant Mestr Lourinhã, 1516.


Dug Beja e voe war-lerc'h e dad, aotrou Moura, konestabl Portugal (Condestável do Reino) ha Priol Urzh Sant Yann Jeruzalem, diazezet e Crato, e Portugal.

Tad[kemmañ]

Ne zimezas ket hogen ur bastard en doe gant Violante Gomes, a Pelicana, ur "gristenez nevez", a varvas, a-hervez, evel leanez en Almoster, Santarém, d'ar 16 a viz Gouhere 1568, merc'h da Pedro Gomes, eus Évora. Kaoz zo bet e oant dimezet en Évora, evit reizhañ an afer.[1]

Tad e oa eta da António Portugal, Priol Crato, a voe roue Portugal e-pad ur miz e 1580, goude emgann Alcácer Quibir, a-raok ma voe aloubet ar vro gant ar Spagnoled.

Notennoù[kemmañ]

  1. GeneAll.net - D. António, prior do Crato