Lovisa von Burghausen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pêr Iañ Rusia o sioulaat e soudarded goude kemer Narva e 1704 bgant Nikolay Sauerweid, 1859
Sveden hag he zrevadennoù en Europa e 1658.

Lovisa von Burghausen (1698, Narva – 20 a viz Genver 1733) a oa ur Svedadez a skrivas hec'h eñvorennoù evel prizoniadez ha sklavez e Rusia goude Brezel Bras an Hanternoz.
Gwerzhet e voe meur a wech a-raok adkavour he frankiz ha brudet bras e voe hec'h istor.

Skrapet[kemmañ]

Ganet e oa Lovisa e kêr Narva en Estonia, a oa ur broviñs eus Impalaeriezh Sveden da neuze. Merc'h e oa da Gustaf von Burghausen ha da Margareta von Brundert, peder c'hoar he doa. He zad en doa kemeret perzh e difenn Narva pa voe kemeret gant ar Rused e 1704. Pa oa ar soudarded o lakaat kêr en arigrap e voe tapet Lovisa, ha hi 6 vloaz, gant ur soudard rus, skrapet digant he ziegezh . Kustum e oa ar soudarded da laerezh tud, d'ober sklaved anezhe, ha d'o gwerzhañ goude e marc'hadoù en o bro. Kalz tud eus Narva, Svediz pe Estoniz, a voe gwerzhet e Rusia pe turki. Ar brudetañ sklavez a'r seurt-se eo Katelin Iañ , a voe impalaerez. Tud ha c'hoarezed Lovisa a voe prizoniet ha kaset da Siberia.

War o hent da gamp an arme rus e fellas d'ur soudard all kemer anezhi, hag e lavaras an hini kentañ e oa en sell d'he reiñ d'e gabiten. Hag ar soudard all d'he gloazañ gant un taol sabrenn en he bruched. Ma semplas ar plac'h. Disemplañ a reas en un deltenn , gouelañ ha garmal, gervel he mamm ken e raoulias he mouezh ha ma kollas hec'h anaoudegezh.

Kentañ mestr[kemmañ]

Ar priñs Anikita Ivanovitch Repnin, kentañ mestr Lovisa.
Dimitrie Cantemir, eil mestr Lovisa .

Kaset e voe da Voskov ha roet evel prof d'ar jeneral ha priñs Anikita Repnin. Kaset e voe d'ur gouent da vezañ savet er feiz reizhkredennek met peogwir ne gomprene ket ruseg e veze bazhataet war zigarez ma oa paganez a nac'he treién ouzh ar gwir zoue. A-benn trei miz e voe laosket da vont kuit a drugarez da vamm ar priñs, ar briñsez trederannerez, a oa ken tener hag ur vamm outi. met gwreg ar priñs, ar briñsez Prascovia Narischkyn, a gave dezhi e spie anezhi evit he gwaz, hag a rae vil dezhi. ur wech e lakas stagañ Lovisa dre he zreid, ha marvet e vije ar plac'hig paneved ma voe saveteet gant ar briñsez kozh. Kaset e voe gant tiegezh ar priñs da Ukraina e 1709 da welout soudarded arme Sveden o kerzhout evel prizonidi ar Rused, ha goude o kemer perzh e trec'hlid an tsar Pêr Veur e Moskov. E 1710 e voe dimezet da kambrelan ar priñs, Johan, ur c'hrennard 16 vloaz, svedad a dad, prizoniad ivez ha savet er feiz reizhkredennek. Ur verc'h o doe hag a varvas a-benn 6 sizhun. E 1713 e varvas Johan, gloazet ma oa bet gant un tenn en e c'har e-pad un emgann en arme ar priñs. Er bloaz-se en-eeun, e voe gwelet ar priñs Dimitrie Cantemir, hospodar Moldavia, o tont da weladenniñ kêr Moscow gant e diegezh. degemeret e voent e ti Repnin, hag e wreg, Kassandra Cantacuzene, a roas un diamant d'ar briñsez Prascovia. Meiz a daolas ouzh Lovisa e lez ar briñsez, ha Prascovia a roas Lovisa neuze d'ar briñsez Cantemir d'he zrugarekaat eus an diamant.

Eil mestr[kemmañ]

Mervel a eure ar briñsez Cantemir er bloavezh-se, ha Lovisa a voe kontammet gant gwreg baraer al lez a felle dezhi kaout karg Lovisa evit he merc'h, ha saveteet e voe gant ar vedisined. Pan eas ur c'habiten armenian da c'houlennet dorn Lovisa digant ar briñs e tec'has ar plac'h yaouank, aliet ma oa bet gant ur Svedadez o labourat el lez, hag ez eas da glask repu da di ur marc'hadour saoz e karter alaman Moskov. Gantañe voe kaset da Arc'hangelsk da vout kelennet er relijion brotestant ha da zeskiñ alamaneg. A-benn seizh sizhun e voe flatret gant ur c'hemener alaman ha harzet gant ar polis rus, ha kaset en-dro d'ar priñs Cantemir ? Chadennet e voe he daouarn hag he daoudroad , tachoù a oa bet plantet en he botoù, dezhi da gaout poan o vale, ma teuas he zreid ha divhar da goeñviñ. Lakaet e voe da gannañ ar c'houez en ur gegin ken yen ma veze goloet he divvrec'h a skorn. Panevet da verc'hed ar priñs , Maria Cantemir ha Smaragda, e vije bet marvet gant an anoued: gwerzh-butun a roent d'ar gward evit gallout lakaat pilhoù en-dro d'he chadennoù da virout da ober trouz, hag e lakaent anezhi da gousket en o c'hambr da noz.

Trede mestr[kemmañ]

E 1714 ez eas ar priñs Cantemir da Sant Peterbourg hag e laoskas e diegezh dindan evezh ur soudard, ar c'habiten Iwanof hag e wreg. Gwreg Iwanof a gasas Lovisa ha div sklavez all, an eil a Finland hag eben a Narva, da Voskov da varc'had ar sklaved , hag e werzhas anezho. Ar Finlandadez a voe gwerzhet d'un Armenian, plac'h Narva d'ur c'hloareg rus, ha Lovisa d'ur marc'hadour turk evit un tamm damask, un aveler, hag un tamm arc'hant. Lakaet e voe gant marc'hadourezh war stlejell ar marc'hadour, gant an tapisoù da werzhañ, gourdrouzet ha prometet bazhadoù dezhi ma huche, ha kaset war-du Tobolsk, du-hont e Siberia.
E-pad ar veaj e voe gwelet Lovisa o ouelañ en unostaleri gant ur c'hloareg rus yaouank, hag a c'houlennas diganti perak e ouele. Hzahi da gontañ hec'h istor, hag eñ da vont da ziskleriañ an doare da voivod Solikamsk. E Solikamsk e voe goulennataet an Turk gant ar voivod , ha laosket da vont pa lavaras an Turk e oa ur Rusez kozh an hini a oa gantañ. Kuitaat a rejont Solikamsk eta hep gouzout e oa er gêr-se en-eeun edo tud Lovisa, dalc'het eno evel prizonidi-brezel.
E ti an Turk e Tobolsk e voe lakaet Lovisa war al labour, ha labour kalet e oa, ha bazhataet e vez seul wech ma rae an disterañ fazi gant ar skuizhnez. Tobolsk koulskoude a oa ur gêr e Siberia ma oa kalz a brizonidi-brezel svedat hag a c'halle bevañ eno eno frankiz. Anaoudegezh a reas Lovisa gant ur Svedadez hag a alias anezhi da vont e darempred gant al letanant svedat Magnus Vilhelm Sprengtporten; Sprengtporten a oa bet prizoniet en emgann Narva er memes amzer evel Lovisa, tec'het e oa, bet adprizoniet en emgann Poltava, kemeret penn un emsavadeg e Kazan ha bet bac'het seitek miz. Lovisa a lavaras goude e oa bet he salver brasañ, par da Zoue.


Sklavez dindan dec'h[kemmañ]

Ur stlejell e kêr e Rusia er XVIIvet kantved. Hervez ul livadur gant Ivan Goryushkin-Sorokopudov en 1915 .

Un deiz e kuitaas ti an Turk da vont da brenañ seiz d'ar marc'had, hag ur gward ganti. Ar gward a voe sachet e sell war un abadenn sport, ha Lovisa a eas diwar e weled e-kreiz an engroez. Mont a reas da gaout Sprengtporten, a gasas anezhi da di e vignon Mattias Johan Reutercrona, hag eno e choas Lovisa kuzhet e-pad unnek sizhun. An Turk a embannas reiñ §100 eviti, ar polis a lakaas an ti dindan evezh, met Sprengporten a sikouras anezhi da dremen dirak ar warded o reiñ dezhi ur pakad dilhad hag o lavarout e oa e vatezh o kas dilhad da beñseliat da di ar c'hemener. Kaset e voe betek ti Christoffer Laudau, a voe furchet gant ar polis goude un diskleriadenn a-berzh ur vatezh hag he devoa c'hoant da gaout ar prof prometet, hag abalamour da se e rankas kuzhat tri deiz en dour dindan ur gibell er c'hav. Goude e voe kuzhet e meur a di. Ur wech e ti ur vaouez kar d'he mamm, Lovisa Patkull, hag a oa o chom en un ti hag a oa d'ar besgouarnour; un deiz e teuas ar besgouarnour ha Lovisa Patkull a reas dezhi mont er gwele o lavarout e oa he nizez hag e oa klañv.
Harzet e voe Reutercrona ha Sprengtporten, diskred warne dre ma soñjed o devoa sikouret Lovisa da dec'hel, ma voe klasket an tu d'he c'has da Japantskin, hag alese da Solikamsk, gant ur c'houer rus; mab ar c'houer , Stefan, a voe dalc'het e-keot-se, dre surentez, ha Lovisa a voe gwisket en paotr , ha hi kuit gant ar c'houer war e stlejell.

En ur gêriadenn e voe darbet dezhi bezañ lazhet a-greiz he c'housk gant kouerien a grede dezhe e oa mab un aotrou, treuzwisket. Degemennet e voe gant ur vatezh ha Lovisa da lammat e-maez an ti da vetek ar c'houer a oa o reiñ boued d'e gazeg, hag int d'ar stlejell ha kuit d'an daoulamm eus ar gêriadenn. E-pad an noz e rejont o diskuizh war lez an hent, ha presik goude e klevjont trouz ar gouerien war o lerc'h gant chas o harzhal. Dre chañs e oa erc'h oc'h ober ha golet e voe o roudoù.
E Japantskin e voe graet war-dro Lovisa gant ar beleg svedat Anders Bergner; ur Svedadez a renk uhel Anna von Knorring, hag a oa o weladenniñ e Klinov, a zeuas a-benn da gaout un tremen-hent evit Lovisa evel pa vije nizez dezhi, hag int en hent a-gevret da Solikamsk, hag eno e voe kaset Lovisa da gaout he zud en drevadenn svedat gant ar beleg-arme svedat Christoffer von der Heide da zeiz Nedeleg 1718.

He buhez goude[kemmañ]

Lovisa a en em gave neuze hec'h-unan gant he zud pa oa dimezet he holl c'hoarezed da ofiserien. He zud a lakaas deskiñ diazezoù ar relijion luterian dezhi gant belegan drevadenn svedat, Lars Sandmark. E 1720 e voe rediet gant he zud da zimeziñ d'ar beleg, 30 vloaz koshoc'h egeti, ha hi da sentiñ evel ur bugel, emezi. Pa voe laisket ar brizonidi svedat da vont goude ar brezel e 1721 ez eas da Sveden gant he fried, ma voe-eñ anvet da berson Njurunda e Medelpad. Hervez testenioù eus an amzer e splanne an ti gant he madelezh ouzh an dud all. E 1729 e oa itañvezet. Addimeziñ a reas e 1731 d'ar person nevez, Petrus Sundberg. Mervel a reas divugel e 1733 abalamour d'he yec'hed chomet fall goude poanioù ar sklavelezh.
Skrivet e voe buhez Lovisa von Burghausen gant "un den onest gwisket e beleg" diwarhe c'homzoù ha lennet e voe en hec'h obidoù. Hiziv emañ an danevell-se er Biografica e Riksarkivet , dihelldi broadel Sveden.


Hec'h istor en hec'h amzer[kemmañ]

Kalz tud eus Sveden, Finland, pe eus ar broioù balt, maouezed ha bugale dreist-holl, a voe prizoniet gant ar soudarded rus ha gwerzhet evel sklaved e Rusia ha Turki goude, e-pad Brezel Bras an Hanternoz, ha dreist-holl goude seziz Narva e 1704.
Kalz anezho a voe gwerzhet e marc'had ar sklaved en Istanbul. Adalek Mezheven 1710 e veze kannad Sveden, Thomas Funck, o taremprediñ ar gwerzhadegoù sklaved en Istanbul da zasprenañ keodedourien svedat


An dud dasprenet gantañ a veze kaset moarvat da gamp Karl XII Sveden a oa e Moldavia. Gant ar roue svedat e tistrojont da Sveden goude.

Hervez feuremglev 1721 en doa divizet an tsar rus leuskel an holl brizonidi svedat da vont d'ar gêr, nemet ar re a oa troet ouzh ar relijion reizhkredennek rus, dre ma oa dezhañ evel bezañ keodedourien rus; hag evel ma oa bet rediet ar sklaved svedat da heuliañ ar feiz reizhkredennek gant o mistri rus e voent dalc'het e Rusia.

Istor Lovisa von Burghausen eo an hini anavezetañ eus an holl vaouezed a oa bet sklavezet er brezel-se.

Pennadoù kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Alf Åberg: "Karolinska Kvinnoöden" (Planedennoù maouezi en amzerioù ar rouaned Charlez) (sv)
  • Alf Åberg: "Fångars elände. Karolinerna i Ryssland 1700-1723" (The misery of prisoners. The Carolinians in Russia 1700-1723) (sv)