Loupard an erc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loupard an erc'h
Lightmatter snowleopard.jpg
Status iucn3.1 EN.svg
En arvar (EN)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Uncia
Anv skiantel
Uncia uncia
Schreber, 1775
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Loupard an erc'h, anvet ivez oñs, (Uncia uncia pe Panthera uncia) a zo ur c'hazh bras eus menezegoù kreiz-Azia. Betek n'eus ket pell'zo e ranket anezhañ er genad Panthera gant meur a gazh meur arall. En ur c'henad ispisial e lakaer anezhañ hiziv. Evel al loupard koumoulek eo un hanterour etre ar c'hizhier meur ar re vihanoc'h o ment rak na ruoc'hal na rouzmouzat a c'hell. Brudet eo evit e greoñ hag a zo gris sklaer gant saotroù du. Blevad e lost a zo stank tre ha gant kreoñ eo goloet e pavioù.

Video • Snow Leopard (Uncia uncia)

Livadur[kemmañ]

Pouezañ a ra loupard an erc'h war-dro 75 kg ha gallout a reer e zisheñveliñ diouzh ar c'hizhier meur arall dre e lost hir a implij da virout e blom en tachennoù torosennek ma vev. Ober a ra gantañ da wareziñ e fri ouzh ar yenijen ivez. Ar blevd a c'holo e bavioù a zo ivez ur gwarez ouzh ar yenienn. Gris sklaer gant saotroù du niverus o-deus louparded an erc'h, ha roudennoù war o lost ivez. Ledanoc'h ha karrezekoc'h eget hini ar barezed eo penn ar piri.

E-pad an hañv e vev loupard a erc'h er pradennoù hag er roc'hegoù a-us da linenn ar gwez, betek 6000 m. E-pad ar goañv e tiskenn er c'hoadegoù, war-dro 2000 m. Gantañ e unanig e chom dreist holl, hag eñv e c'hell ar mammoù desevel ar c'hizhierig e-pad un amzer hir en ur c'hev.

Louparded an erc'h a vev en un endro diaes ha debriñ a reont tout ar pezh a c'hellont tapout. Gallout a reont chaseal preizhoù teir gwech brasoc'h egeto ha boutin eo evito da lazhañ anevaled-feurm. En natur eo o freizhoù pennañ kragvouc'hed Sibiria, bharaled, marc'hored, arc'hared, moc'h gouez, huneganed-menez ha skrigerien vihan.

Diaes tre da welout en natur eo loupard an erc'h. Ar film kentañ o tiskouez un oñs a dost a oa bet graet e 2006 evit an abadenn skinwel Planet Earth

Mirerezh[kemmañ]

Annez loupard an erc'h

En arvar eo loupard an erc'h, hag eñv e oa kresket e boblañs adalek ar bloavezhioù 60. Kavout a reer e chom war-dro 6000 loupard an erc'h en natur. Kiniget ez int gan an hemolc'h ha distrijadur o freizhoù hag o annez met ivez gant ar brezeloù. Ar bombezageoù amerikan war gevioù Afganistan o-doa bet un efed dianav met bras a-walc'h moarvat war poblañsoù lec'hiel louparded an erc'h.

Raktresañ a ra ar WWF da sevel ur mirlec'h evit louparded an erc'h er Park Broadel Khunjerab. Posupl eo da c'houennañ loupard an erc'h en ereoù ha kizhierig niverus a zo ganet e meur a zoo.

Liammoù diavaez[kemmañ]

loupard an erc'h

Snow Leopard Conservancy