Louisette Ighil Ahriz

Eus Wikipedia

Louisette Ighil Ahriz, ganet d'an 22 a viz Eost 1936 e Oujda (Maroko), a oa un emsaverez aljerian e-pad Brezel Aljeria. Da 20 vloaz e choazas mont en FLN dindan un anv all, « Lila ». [1]

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Louisette Ighil Ahriz a zo ur plac'h he deus kemeret perzh en emgann Aljer e 1957 gant an FLN. A-raok ar brezel e kemeras perzh e harz-labour liseidi Aljeria. Goude se e tec'has kuit peogwir e oa ar polis o klask war he lerc'h.

An 28 a viz Gwengolo 1957 e Chebli e-pad ar brezel e voe gwall-c'hloazet Louisette Ighil Ahriz. Ret e voe neuze dezhi mont d'an ospital. Kaset e voe neuze e-barzh kazarn an 10vet D.P. en Aljer e-lec’h ma chomas un tri miz bennak jahinet etre daouarn ur c’horonal hag ar c’habiten Jean Graziani.

E-pad m oa eno he devoa gwelet Jacques Massu ha Marcel Bigeard, a oa e-touez kargidi uhelañ an arme d’ar c’houlz-se. Unan eus o c’heneiled, ar c’habiten Graziani, a ranke atersiñ anezhi. Ar « Pied-noir »-mañ na implijas nag ar « gégène » nag ar boureviadur dre an dour evit lakaat anezhi da gomz. Ne reas ken nemet gwallañ anezhi.

A-benn ar fin goude bezañ gwallet e-pad tri miz gant ar c’habiten Graziani e oa hi etre ar vuhez hag ar marv. Pareet e voe gant ur medisin eus an arme c’hall, ar c’homandant Richard. Sikour a reas anezhi da cheñch toull-bac'h (eus « Les Baumettes » da « vBastia » en ur dremen dre « La Roquette », « Amiens », « Fresnes » ha « Toulouse » ). A-benn ar fin e tec’has kuit eus Bastia e miz Genver 1962, daou viz a-raok ar c'heulfe brezel. Sikouret e oa bet gant stourmerien komunour gall o devoa herberc’hiet anezhi betek dieubidigezh Aljeria .

Abaoe ez eo he deuet da vezañ psikologourez. Stourm a ra c’hoazh Louisette Ighil Ahriz evit Aljeria. En deiz a hiziv ez eo deuet da vezañ kozh ha koulskoude e kendalc’h da stourm a-enep ha da ziskuilhañ ar jahinerezh pe ar boureverezh a zo bet graet gant arme Vro-C’hall e-pad brezel Aljeria. Diskleriet he deus he doa c’hoant “ da ziskouez petra e oa bet an trevadennerezh gall ha da lavarout d’an dud yaouank ne voe ket profet an dieubidigezh da Aljeria gant Bro-C’hall.”[1]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le Monde d'ar 17-03-2012.