Louise de Keroual

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louise de Keroual.
Poltred gant al livour gall Pierre Mignard.
Louise de Kéroualle, gant al livour saoz Peter Lely.

Louise Renée de Penancoët de Keroual[1] (1649-1734), dukez Portsmouth hag Aubigny, Breizhadez a orin, a voe pried-kleiz ar roue saoz Charlez II e-pad ur 15 vloaz, hag ivez toupinerez ar roue gall Loeiz XIV. Hervez Saint-Evremond: « gant ar seizenn en-dro da zargreiz an Dimezell a Geroual eo unanet Bro-Saoz ha Bro-C'hall  ».

He yaouankiz[kemmañ]

Ganet e oa Louise Renée de Penancoët de Keroual e miz Gwengolo 1649 e maner Keroual, en Gwiler (distrujet e miz Eost 1944), e-kichen Brest. Merc'h e oa da Guillaume de Penancoët de Keroual ha da Marie de Plœuc, bet euredet en 1645.
Daou vugel all a oa:

  • ur mab koshoc'h (ganet e 1646)
  • hag ur verc'h yaouankoc'h Henriette Mauricette de Penancoët de Kérouaille, ganet en 1655, a zimezas div wech:

Tud a noblañs eo an tad hag ar vamm, un tiegezh a bouez o deus e Leon, met n'int ket eus ar pinvidikañ ha bihan eo ar gwenneien er c'hastell. He studioù a reas Louise e kouent Santez-Ursula Lesneven ma oa ur voereb dezhi e-touez al leanezed.


Dug Beaufort, pennkabiten ar verdeadurezh, a reas un tamm lez da Louise, en aner avat, hag a brometas he lakaat da zimezell a enor gant Henriette d'Angleterre, dugez Orleañs ha c'hoar-gaer d'ar roue Loeiz XIV.

A Versailhez da Londrez[kemmañ]

Goude e varv eo e talc'ho dug Beaufort d'e bromesa. En 1668 e tegouezhas Louise Renée e kastell Versailhez evit servijout Henriette d'Angleterre, dugez Orleañs, c'hoar d'ar roue saoz Charlez II, c'hoar-gaer ha keniterv d'ar roue, bet serc'h dezhañ, ha 19 vloaz dezhi. Ar roue a daolas evezh outi ; da neuze e oa an itron Montespan a oa serc'h da Loeiz XIV. A-hervez e soñjas kemer anezhi da serc'h nevez met kavbout a reas talvoudusoc'h he lakaat da labourat evitañ el lez.
En 1670 ez eas da Zunkerk, hag alese da Vo-Saoz, da-heul Henriette d'Angleterre, karget a gefridi diplomatek gant ar roue. Charlez II a oa roue Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon abaoe 1660, ha n'en doa ket gwelet e c'hoar abaoe 9 bloaz. Ne oa ket douget na da Vro-C'hall na d'ar roue gall, kenderv dezhañ koulskoude. Met evel e genderv gall eo mab-bihan d'ar roue gall Herri IV, hag evelto eo merc'hetaer daonet, ha Loeiz XIV ne oa ket hep gouzout kement-se. Degemer e c'hoar a reas Charlez e kastell Dover. Un degemer war an ton bras a voe graet, biskoazh kaeroc'h. Ouzhpenn preder an tiegezh a oa e penn ar roue: kaoz a oa bet gant dug Buckingham eus un dimezell a enor a dalveze ar boan sellout outi a dost.

Serc'h d'ar roue[kemmañ]

Charlez II.
Louise de Kéroualle par Sir Peter Lely (1671).

Annezet e oa Louise e palez Whitehall, en ur pikol ranndi ha dont a rae Charlez d'ober al lez dezhi bep noz. Dindan urzhioù ar markiz de Croissy e oa-hi, ha gouzout a rae petra a oa gortozet diganti. E miz Here 1671 e oa bet pedet d'ur banvez bras roet gant kontez Arlington, ma oa pedet ar roue.
Lidet e voe donedigezh ar roue, hep ar rouanez, goude ma oa dimezet da Catherine de Portugal met dilezel a rae e wreg ha bugel ebet n'o doa. Un eured faos a voe aozet , met un nozvezh eured e voe etre Louise h
a Charlez, ha setu Louise Renée de Penancoët de Keroual deuet da vout serc'h roue Bro-Saoz.

Anvet e voe da zimezell a enor d'ar rouanez, e doare kenderv Versailhez: war-zigarez mont da welout ewreg e teuear roue da welout e serc'h. Evel-just e voe kaset keloù da Loeiz XIV gant e gannad eus troioù an doupinerez hag eus pegen bras galloud he devoa war he fried-kleiz saoz. En 1672 e c'hanas Louise ur mabig, Charles Lennox, a voe lakaet da dug Richmond e 1675. Douaroù a voe roet d'ar vamm, a voe anvet da dugez Portsmouth, kontez Fareham, ha baronez Patersfield, hag ul leve a 138 000 lur saoz. Pemzek vloaz e padas he levezon , betek marv ar roue saoz e 1685. Met sachañ a reas kasoni ha gwarizi war he choug, rak dezhi e oa tamallet distro ar roue d'ar gatoligiezh, ha gant-se ne oa ket karet gant ar bobl.


En 1684, war c'houlenn Charlez, e voe graet dugez Aubigny (Aubigny-sur-Nère, e Berry, en Sologne) gant Loeiz XIV, abalamour, hervez ar saoz, e oa bet an douar-se d'an tiegezh Stuart, hag ouzhpenn e voe graet Pair de France. Er bloaz-se en-eeun e prenas kastell Tremazan, e Leon, da stagañ ouzh douaroù Keroual.


Bet e oa « la bonne Dame d'Aubigny » (evel ma lare tud ar vro) o chom ur pennad e kastell La Verrerie (Cher) met e Pariz eo e varvas d'ar 14 a viz Du 1734, straed Saints-Pères, goude fontet ganti un tamm mat eus he feadra.


==Traoù ouzhpenn Lady Diana Spencer, priñsez Kembre, a ziskenne eus Louise de Keroual ha Charlez II, Charles Lennox, dug Richmond.


Notennoù[kemmañ]

  1. Keroual a vez skrivet e nouspet doare : Keroual, Kéroual, Keroualle, Keroualze, Querouailles, Querouvaille, etc. Ar stumm kentañ eo an tostañ d'an doare-skrivañ brezhonek.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons, dictionnaire biographique, p. 228-229, Les Portes du large, Saint-Jacques-de-la-Lande, 2002, (ISBN 2-914612-10-9).
  • Emmanuel Salmon-Legagneur, Les Noms qui ont fait l'histoire de Bretagne, p. 206, Coop Breizh/Institut culturel de Bretagne, 1997, (ISBN 2-84346-032-8) (ISBN 2-86822-071-1).
  • Joël Raguenes, Lady Louise , le roman de Louise de Keroual, maîtresse du roi, JC Lattès, 2005
  • Alain Boulaire, Louise de Keroual, embannadurioù Le Télégramme, 2011

Liammoù diavaez[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]