Louise Bourgeois

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Louise Joséphine Bourgeois (25 a viz Kerzu 1911 e Pariz - 31 a viz Mae 2010 e New York) a zo un arzourez amerikan a orin gall [1] Louise Bourgeois en em stalias e 1938 e New York goude hec'h eured gant an istorour war an arzoù Robert Goldwater (1907-1973).

He buhez[kemmañ]

He bugaleaj a gasas Louise Bourgeois e Choisy-le-Roi. Kempenn pallennoù-moger kozh a oa labour he zud, met hervezi ne voe ket levezonet gant o micher. Da zek vloaz koulskoude e krogas da sikour anezho. Pa oa bugel e verzas ivez e oa he noun karedig he zad hag e rae van he mamm nompas gouzout an dra-se, ha merket e voe gant an darvoud-se. E 1932 e tapas kaout he bachelouriezh hag e studias ar matematikoù er Sorbonne. Goude-se e pellaas diouzh an danvez, dre ma kave dezhi e oa re zamkanel. Neuze e stagas gant studioù arzoù e skol arzoù-kaer Pariz, hag e meur a akademiezh. E-touez he c'helennerien e voe Fernand Léger.

E 1937 e kejas ouzh an istorour war an arzoù Robert Goldwater. Er bloaz goude e timezjont hag en em staljont e New York. Eno eo e kejas ouzh arzourien al luskad dreistrealour, rak lod brasañ anezho o doa ranket tec'hout kuit eus Frañs abalamour d'an Eil Brezel-bed. He diskouezadeg kentañ a voe aozet e 1945.

Hec'h oberennoù[kemmañ]

Holl hec'h oberennoù kentañ (tresadennoù, livadurioù hag engravadurioù) a voe diazezet war dodennoù evel ar ganadur, ar c'henel hag ar vammelezh. Peurliesañ e save maouezed-ti : bruched savet gant brik, bruskoù stummo diri pe dorioù dezho. Met diazezet eo ivez hec'h oberennoù war arouez ar fallus (an tad), anvet « plac'hig » ganti ha hini ar gevnidenn (ar vamm). Hervez Louise Bourgeois ez eo ar c'hevnid arouez ar mammoù : «rak mignonez wellañ ma mamm a oa ken sperederek, kempenn, poellek, talvoudus, habask ha ken rekis hag ur gevnidenn». Un arouez eus ar pallennoù-moger a veze kempennet gant he mamm e oa ivez (ar gwiad) hag eus kement tra a denne da se : nadozioù, neud.

Er bloavezhioù 1950 e savas delwennoù a denn da dotemoù levn ha kildroennek, diwar levezon al luskad dreistrealour. D'ar mare-se e oa Louise Bourgeois e-kreiz ur pennad hiraezh. Mankout a rae he familh ha he mignoned dezhi ha kregiñ a reas da sevel totemoù koad dezho stummoù tud : un doare da aroueziñ bezañs he mignoned e oa, hag un doare da bareañ war un dro.

E diavaez bed an arzoù e laboure Louise Bourgeois, ha ne voe ket aozet kalz diskouezadegoù eus hec'h oberennoù betek ma vije merzet he labour er bloavezhioù 1970. Neuze e kemmas he labour. Dodennoù he doa dambledet ganti betek-henn (ar grennardiezh, ar reizhelezh, ar familh, ar wregelezh hag an digenvez) a voe kavet stank en hec'h oberennoù. Hag he doare da labourat warno a cheñchas ivez : delwennoù-staliadurioù a savas diwar traoù liesseurt. Un diskouezadeg eus hec'h oberennoù a voe aozet er MoMA e 1982-1983.

Maman e National Gallery Kanada en Ottawa (Ontario)
Maman e mirdi Guggenheim Bilbao

En holl hec'h oberennoù e kaver roud eus he zraumaoù dezhi. Disheñvel eo memes tra he labour diouzh ar skeudennadur ger-ha-ger a gaver en oberennoù dreistrealour. Ur skouer arouezius eus ar roud-se eo he delwennoù kevnid.

Hec'h oberennoù[kemmañ]

  • He Disappeared into Complete Silence (1947, adembannet e 2008)
  • Cumul I (1969)
  • La Destruction du père (1974)
  • rummad« Red Rooms » er bloavezhioù 1990
  • Precious Liquid (1992), Kreizenn Pompidou
  • Spider (1997)
  • Maman (2005), rummad delwennoù kevdnid bras-tre a c'haller gwelout en Ottawa, Bilbao, Tokyo, Seoul, Sant Petersbourg, Pariz [2].

Priz[kemmañ]

E 1999 e resevas Louise Bourgeois Leon aour diskouezadeg daouvloaziek Venezia da enoriñ holl hec'h oberenn.

Levrioù[kemmañ]

  • Louise Bourgeois, Marie-Claude Bernadac, Hans Ulrich Obrist : Destruction du père, reconstruction du père. Écrits et entretiens 1923-2000, embannadurioù Daniel Lelong.
  • Marie-Claude Bernadac : Louise Bourgeois, embannadurioù Flammarion.
  • Mâkhi Xenakis : Louise Bourgeois, l'aveugle guidant l'aveugle, embannadurioù Actes Sud - Galerie Lelong.
  • Louise Bourgeois : He Disappeared into Complete Silence, embannadurioù Dilecta, 2008.

Gwelout ivez[kemmañ]

  • "Louise Bourgeois" ur film gant Camille Guichard, gant sikour Jerry Gorovoy ha Bernard Marcadé, 52mn, 1993, produet gant Terra Luna Films ha Kreizenn Georges Pompidou. Gwelout http://www.terra-luna.com/
  • Etre ar 5 a viz Meurzh hag an 2 a viz Even 2008 e voe aozet un diskouezadeg enni ouzhpenn 200 oberenn (tresadennoù, delwennoù, livadurioù, engravadurioù) gant Louise Bourgeois. Aozet e voe gant Kreizenn Georges Pompidou ha Hate Modern (Londrez). Gwelout : http://www.centrepompidou.fr/[3]
  • Marie-Jo Bonnet, "Les femmes artistes dans les avant-gardes", embannadurioù Odile Jacob

Notennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]