Louise Auguste Danmark

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louise Augusta Danmark, Dugez Schleswig-Holstein
Poltred Louise Augusta en bugel. Pastel gant H.P. Sturz, 1771. Kastell Rosenborg, Danmark.
Poltred Louise Augusta, gant Anton Graff, 1791. Kastell Rosenborg, Danmark.

Louise Auguste Danmark, pe Louise Augusta af Danmark e daneg, ganet e 1771 en Hørsholm, ha marvet e 1843 en Augustenburg, a oa ur briñsez eus Danmark ha Norge hag a deuas da vout dugez Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg dre he dimeziñ.

En-ofisiel e oa merc'h d'ar roue Christian VII Danmark ha d'ar rouanez Caroline Mathilde von Hannover. Hogen krediñ a reer a bep tu eo Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue ha rejant de facto , an hini a oa tad dezhi. « Struensee vihan » a veze graet anezhi.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]