Louis Mountbatten

Eus Wikipedia
Louis Mountbatten

Priñs Louis Battenberg, deuet da vout Lord Louis Mountbatten e 1917 ha Kont Mountbatten Birmania, bet ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1900 e Frogmore House nepell diouzh kastell Windsor (Breizh-Veur), marvet d'ar 27 a viz Eost 1979 e Mullaghmore (Iwerzhon), lazhet gant Lu Republikan Iwerzhon. Eontr e oa d'ar Priñs Philip Mountbatten, dug Dinedin, pried Elesbed II, rouanez Breizh-Veur, anezhañ amiral, penn amiral morlu Breizh-Veur, besroue Indez ha penngouarnour Republik India goude he dizalc'hidigezh e 1947.